factograf
BR
Sign in

Tlatoani

Tlatoani

Tlatoani eo ar ger a dalveze da envel rener un altepetl, ur geoded-Stad evel ma oa anezhe kent donedigezh an Europeaned e Kreizamerika. Talvezout a ra ar ger kement ha "prezeger", met gallout a reer treiñ anezhañ evel "roue" Ur cihuatlatoani a oa ur renerez, pe rouanez.

An Dlatoanied a oa ar renerien bennañ, gant ur roll en arme evel er relijion. Choazet e vezent e diabarzh an tiegezh a rene er c'hontrol d'ar rouaned a gaved en Europa a zeue da vezañ roue dre hêrezh er memes lignez. Peurliesañ e veze choazet un niz pe ur c'henderv d'an tlaotani. Da gentañ e veze choazet an Dlaotanied gant pennoù familhoù an noblañs ha, diwezhatoc'h, gant ar veleien vras ha kargidi vras ar vro.

An dlatoanied a oa kentañ renerien ar bobl aztek eus 1233 da 1347. Goude se, adalek Acamapichtli, e vezont anvet huēy(i) tlahtoani 'Prezeger bras' a vez troet gant "impalaer" en istoriografiezh. E gwirionez ar renerien ne sellent ket oute evel tlahtohqueh, e-pad ar prantad kent dilennadenn Ācamāpīchtli (1366 - 1376), met evel cuāuhtlahtohqueh (Gouarnourien gwarnizon pe penn arme)) hag evel teōmāmāhqueh (Dougerien Doue); evel m'er skrivas an istorour Chimalpain, a savas roll klok ar renerien etre 1116 ha 1363 (hep menegiñ Ilancuēitl avat).

Da-heul stagidigezh meur a tlahtohcāyōtl pe "rouantelezh" an eil ouzh eben da goulz brezelioù ha kevredadennoù e oa savet un huey tlahtohcāyōtl pe 'tlahtocayōtl bras' (pe "impalaeriezh") a oa en he fenn un huēy(i) tlahtoāni, troet alies "impalaer", er ster "roue ar rouaned". huēy(i) a dalveze "bras, ledan, uhel" e nahouatleg klasel.

Lazhet e oa an diwezhañ tlatoani aztek dieub, Cuauhtémoc, d'an 8 a viz C'hwevrer 1525 gant ar soudarded spagnol war urzh Hernan Cortes pevar bloaz goude kemeridigezh Mec'hiko-Tenochtitlan.

Goude se e oa anvet ar renerien gant ar Spagnoled.

Roll an dlatoanied vec'hikan

Amañ da-heul e vo kavet roll renerien an Azteked a oa o zachenn orin e traoñienn Mec'hiko.

Prantad ren Anv e nahouatleg Ster e brezhoneg
1233 - 1272 Tozcuecuextli Peroked melen hag a vrañsell
1272 - 1299 Huēhueh Huītzilihhuitl Pluenn kolibri
1299 - 1347 Ilancuēitl Barlenn ar c'hozhiad
1347 - 1363 Tēnōch Fiezenn-Indez
Hueyi Tlatoanied
1366 - 1396 Ācamāpīchtli Boked raoskl
1396 - 1417 Huītzilihhuitl Pluenn kolibri
1417 - 1427 Chīmalpopōca Skoed a zivoged
1428 - 1440 Ītzcóātl Naer maen-gwer
1440 - 1469 Motēuczōmā Ilhuicamīna Aotrou kounnaret, Gwareger an oabl (Moktezuma Iañ)
1469 - 1481 Āxāyacatl Maskl dour pe Dremm dour
1481 - 1486 Tīzoc Gar glañv
1486 - 1502 Āhuitzōtl Dourgi
1502 - 1520 Motēuczōmā Xocoyotzīn Aotrou kounnaret, ar yaouankañ (Moktezuma II)
1520 - 1521 Cuitlahuac (An hini zo) e karg (eus unan bennak, un dra bennak)
1521 - 1521 Cuāuhtemōc Erer a blav diouzh an oabl
Tlatoanied anvet gant ar Spagnoled
1525 - 1526 Diego Velázquez Tlacotzin
1526 - 1530 Andres de Tapia Motelchiuh
1532 - 1536 Pablo Xochiquentzin
1539 - 1541 Diego Huanitzin
1541 - 1554 Diego de San Francisco Tehuetzquitizin
1554 - 1556 rejant Esteban de Guzmán
1557 - 1562 Cristóbal de Guzmán Cecetzin
1563 - 1565 Loeiz de Santa María Nanacacipactzin

Rizenn an amzer

Daveoù

  • Lockhart, James, 2001, Nahuatl as Written: Lessons in Older Written Nahuatl, with Copious Examples and Texts, Stanford, California, Stanford University Press
  • Schroeder, Susan, 2007, The Annals of Chimalpahin, James Lockhart, Lisa Sousa, and Stephanie Wood (eds.), in Sources and Methods for the Study of Postconquest Mesoamerican Ethnohistory, [1]
  • Wimmer, Alexis, 2006, Dictionnaire de la langue nahuatl classique, e galleg
  • LAUNEY Michel, Introduction à la langue et à la littérature aztèques levrenn I. (yezhadur). Pariz, L'Harmattan. 1979.
  • LAUNEY Michel, Introduction à la langue et à la littérature aztèques levrenn II. (lennegezh). Pariz, L'Harmattan. 1980

Liammoù diavaez

  • Museo del Templo Mayor: skeudennoù eus nav Tlatoani
  • An arzh en istor Mec'hiko: Aotrouien vec'hikan
  • Motecuhzoma Xocoyotzín

Read next

In 29 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article