factograf
BR

Tired lemm

Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ)
Tired lemm doubl ( ˝)
Tired boud ( ˋ)

Breve ( ˘)
Karon / háček ( ˇ)
lostig ( ¸)
Tired kognek ( ˆ)
Daouboent ( ¨)
Pik ( ·)

Anunaasika ( ˙)
Anusvaara (  ̣)

Krogig / Dấu hỏi (  ̉)
Makron ( ˉ)
Ogonek ( ˛)
Ront / kroužek ( ˚)
Spiritus asper ( ʽ)
Spiritus lenis (  ʼ)

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( ’)
Barennig serzh ( |)
Daoubik ( :)
Virgulenn ( ,)
Barrennig ( ˗)
Tildenn ( ˜)
Titlo (  ҃)
Poent kreiz ( l·l)

Ur pennad tired zo ivez.

An tired lemm a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin.

á é í ó ú

Hervez al langaj e c'hall sinifïañ meur a dra:

  • merkañ emañ serr ur vogalenn (galleg...)
  • ... pe ar c'hontrol: merkañ emañ digor (portugaleg pelé, klevet evel ar galleg pélè)
  • merkañ emañ hir ur vogalenn (iwerzhoneg...)
  • merkañ an ton-mouezh war-grec'h (viêtnameg, latinekadur pinyin ar sinaeg...)
  • dishañvaliñ homografoù: nederlandeg één (unan) e-skoaz een (un), spagnoleg él (eñ) e-skoaz el (an)
  • Kavet e vez ivez war gensonennoù 'zo (ć da skouer), e poloneg, evit merkañ emaint palatizet.

E brezhoneg

  • E brezhoneg ne vez ket graet gant an tired lemm, war-bouez ar rannig-verb é (e gwirionez eo ur skrivadur tennet eus skritur hengounel yezh Gwened).
    En un nebeud skridoù yezhoniezh pe studi (evel geriadur Remont ar Porzh) e verk lec'h ar pouez-mouezh direizh: raktál da skouer.
  • Hervez skrivadur etrerannyezhel ar brezhoneg e vez lakaet war an "e" e-barzh un nebeud gerioù (yén, yér, kén, zokén...) evit merkañ emañ serretoc'h an /e/, distaget /i/ gant tud 'zo. Ar silabennoù-se a gemer ar pouez-mouezh ivez. Dishañvaliñ a ra ivez ur c'houblad homografoù: ken na chomo den ebed kén.

Merkañ an taolmouezh

Read next

In 50 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article