factograf
BR

Tiberius II Constantinus

Tiberius II Constantinus

Key facts

deiziad ganedigezh520
deiziad ar marv14 Eost 582
michergouarnour, politiker, Impalaer
lec'h ganedigezhTrakia
lec'h ar marvKergustentin
kargimpalaer bizantat
Pennadoù Tiberius ha Constantinus zo ivez.

Tiberius II Constantinus (Tiberius Cōnstantīnus e latin; Τιβέριος Κωνσταντῖνος Tibérios Kōnstantĩnos en henc'hresianeg), marvet d'ar 14 a viz Eost 582, a oa impalaer roman ar reter adalek 574 betek 582.

E 574 e oa fallaet yec'hed an impalaer Justinius II, ma vennas envel e jeneral da gaesar ha d'e advabañ. E 578, pa oa Justinius II o vervel, e roas dezhañ an titl a Augustus, da lavarout eo a genimpalaer. Div sizhun goude e varvas Justinius, ha setu Tiberius da impalaer nemetañ, dindan an anv a Gonstantinus, betek e varv.

War e lerc'h e renas e vab-kaer, ar jeneral Mauritius, dimezet d'e verc'h Constantina.

Read next

In 57 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article