factograf
BR
Sign in

Thoukydides

Thoukydides

Key facts

deiziad ganedigezh460 BC
deiziad ar marv395 BC
micheristorour, skrivagner
lec'h ar marvAten
oberenn heverkIstor Brezel Peloponnesos

Thoukydides pe Toukidides (e henc'hresianeg Θουκυδίδης, Thoukudídês), a oa ur politikour hag un istorour eus Aten, bet ganet e 471 kent J.K. e demos Alimos (Attika), ha marvet war-dro 400 kent J..K..

Savet en deus Istor Brezel Peloponnesos ma tanevell ar brezel etre Sparta hag Aten er Vvet kantved kent J.-K.. Sellet e vez ouzh Thoukydides evel ar c'hentan istorour gwirion abalamour ma striv da daolenniñ ar bed hervez lezenn an abegoù hag an disoc'hoù, da zastum testenioù hag o gwiriañ, hag abalamour ma lez an doueed a-gostez pa zispleg darvoudoù an amzer dremenet, ar pezh a oa nevez en e amzer.


Buhez

Thoukydides a skrivas e-unan e oa ur c'heodedour atenat eus demos Halimous hag e oa mab Olorus. Lavaret a ra dimp ivez e tapas ar vosenn a reas he reuz en Aten hag a lazhas Perikles ha kement a geodediz all. Dezrevell a ra e oa gantañ ar gwir da lakaat da dalvezout mengleuzioù aour tolead Amfipolis, war aod Trakia, dirak enez Tasos.

Abalamour d'e levezon e Trakia, emezañ, e voe kaset evel strategour (jeneral) da enez Tasos e 424 kent J.-K.. E-doug ar goañv 424-423 kent J.-K. e oa bet taget keoded Amfipolis gant ar jeneral spartat Brasidas, un hanter devezh beaj war vor diouzh Tasos, war aod Trakia. Eukles, komandant atenat Amfipolis, a c'houlennas sikour digant Toukidides. Brasidas a anave bezañs Toukidides e Tasos hag e levezon war tud ar vro. Aon en doa e teuje sikourioù eus ar mor. Kinnig a reas buan divizoù skañv a-walc'h da Amfipolitiz evit kodianañ hag asantiñ a rejont. Pa zegouezhas Toukidides dirak ar geoded e oa dija e dalc'h Spartaiz eta. Bras-kenañ e oa pouez strategel Amfipolis ha mantret e voe Ateniz pa glevjont e oa kouezhet. Abalamour m'en doa c'hwitet war sikour ar geoded e voe harluet Toukidides e-pad ugent vloaz.

A-drugarez d'e stad a harluad eus Aten e c'hallas beajiñ en un doare dieub e broioù kevredidi Sparta hag e c'hallas gwelet ar brezel evel ma oa bevet gant an div gostezenn. E-pad ar prantad-se e renas enklaskoù a-bouez evit e oberenn.

Ne lavar ket Toukidides hiroc'h diwar-benn e vuhez. Un nebeud titouroù all zo bet dastumet diwar e benn e mammennoù eus an amzer-se. Herodotos a lavar e oa liammet anv tad Toukidides, Olorus, gant Trakia hag he rouanez. Moarvat e oa kar Toukidides d'ar politikour ha jeneral atenat Miltiades, ha d'e vab Kimon, renerien ar vrientiniezh kozh a oa bet kemeret he lec'h e penn ar geoded gant an Demokrated. Graet e veze Olorus ivez eus tad-kozh Kimon, ar pezh a gadarn ar gerentiezh-se. Anavout a reer un Toukidides all, hag en doa bevet a-raok an istorour, hag a oa liammet ouzh Trakia ivez, ar pezh a laka da soñjal e oant kerent marteze. Evit echuiñ, Herodotos a lavar ivez e oa liammoù etre tiegezh Toukidides ha mengleuzioù e Trakia (e Scapte Hyle hiziv an deiz).

Mammennoù all

Dont a ra an nemorant eus ar pezh a anavezomp diwar e benn eus mammennoù skrivet diwezhatoc'h hag a c'haller diskrediñ muioc'h warne. Hervez Paosanias, e oa bet unan bennak anvet Oenobius o lakaat da dremen ul lezenn hag a roas an tu da Doukidides da zistreiñ da Aten, nebeut amzer moarvat goude faezhidigezh Aten ha diwezh ar brezel e 404 kent J.-K. Skrivañ a ra ivez e voe drouklazhet e-kerzh e zistro da Aten. Kalz istorourien o deus diskred ouzh an titouroù-mañ hag o deus kavet elfennoù evit lâret en dije bevet betek 397 kent J.-K.. Hervez Ploutarc'hos e voe kaset e gelan da Aten ha lakaet e voe e bez tiegezh Kimon

Diwezh trumm e zanevell eus Brezel ar Peloponnesos, a echu e-kreiz darvoudoù ar bloavezh 411 kent J.-K., en deus lakaet da soñjal alies e oa marvet kent echuiñ e oberenn met displegadennoù all zo bet kinniget nevez zo.

Levrlennadur

  • Marc Cogan, The Human Thing. The Speeches and Principles of Thucydides' History, University of Chicago Press, Chicago, 1981.
  • Kenneth J. Dover, Thucydides, Clarendon Press, Oxford, 1973
    • Thucydide et l'impérialisme athénien. La pensée de l'historien et la genèse de l'œuvre, Les Belles Lettres, 1947.
    • Histoire et raison chez Thucydide, Les Belles Lettres, coll. « Études anciennes », série grecque, Paris, 2005.
    • La construction de la vérité chez Thucydide, Julliard, coll. « Conférences, essais et leçons du Collège de France », Paris, 1999.


Read next

In 93 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article