factograf
BR

Thomas Hardy

Thomas Hardy

Key facts

deiziad ganedigezh2 Mezheven 1840
deiziad ar marv11 Genver 1928
bet war ar studi eKing’s College Londrez
micherskrivagner, romanter, senarioour(ez)
lec'h ganedigezhDorchester
lec'h ar marvDorchester

Thomas Hardy (2 a viz Mezheven 1840 – 11 a viz Genver 1928) a oa ur skrivagner, romantour ha barzh, eus Bro-Saoz. Unan eus skrivagnerien anavezetañ al lennegezh saoznek eo.

Ganet e voe en Upper Bockhampton, ur gêriadenn vihan e-kichen Dorchester, e Dorset. Mañsoner e oa e dad. Lakaet e voe da labourat evel deskard gant un tisavour ha goude-se ez eas da Londrez da studiañ ar vicher-se.

Barzhonegoù a skrivas Thomas Hardy a-hed e vuhez hag evitañ e tremene e romantoù war-lerc'h ar varzhoniezh. Ne skrive romantoù nemet evit gounit e vuhez. Met ganto e tapas brud. Tremen a ra e romantoù e mervent Bro-Saoz, er pezh a veze anvet Wessex gantañ, diwar anv ar rouantelezh kozh. E-touez e romantoù brudetañ emañ Far from the Madding Crowd (1874), The Mayor of Casterbridge (1886), Tess of the Durbervilles (1891) ha Jude the Obscure, e romant diwezhañ, embannet e 1895. Goude-se e paouezas Hardy da sevel romantoù. Ne skrivas mui nemet barzhonegoù, hag en o zouez The Dynasts, ur meurgan e teir lodenn deuet er-maez e 1904, 1906 ha 1908.

Mervel a reas Hardy e Dorchester. Interet e voe e ludu en Abati Westminster.

Read next

In 91 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article