factograf
BR
Sign in

Teul

Teul

Dre voas e vez graet un teul eus pep skor fizikel ma kaver un ditour skrivet warnañ. Ar ger orin a dalvez evit ur renabl a veze savet evit dastum anvioù an douaroù perc'hennet gant un aotrou. Mirout a ra e ster o tennañ d'ar Gwir pa dalvez d'ur skrid a ro ur brouenn pe un testeni, da skouer un teul roet d'ur c'hredour evit anavezout ma 'z eus un dlee (arc'hant) en e geñver.

Pa vez anv eus an teulioù embannet pe dasparzhet ez foran e c'heller kavout:

  • al levrioù
  • ar c'helaouennoù hag ar mareadegoù
  • an enrolladennoù son (kasedoù sonerezh hag ar pladennoù) pe ar pladennoù arc'hant.
  • an enrolladennoù kleweled (videokasedoù ha DVDoù)
  • ar c'hartennoùoù hag ar planioù
  • ar skridoù-sonerezh
  • an teulioù niverel

E-touez an teulioù implijet evit traoù resis e kaver:

  • ar c'henskriverezioù
  • ar paperennoù-reol, ar fakturennoù, ar bilhedoù, ar rolloù-meuzioù, an tikedennoù, etc.
  • an notennoù dornskrivet pe bizskrivet
  • al luc'hskeudennoù

hag all...

Pa vezont miret pelloc'h eget o implij kentañ pe voas ez a an teulioù da vezañ dielloù implijet evel mammennoù an Istor.

Read next

In 81 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article