Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Un tarzh-gouloù zo un anadenn naturel en oabl noz evel gouelioù gouloù a weler war-dro pennoù-ahel boul an Douar, nemet e-kerzh bloavezhioù zo, pa zeu kreñvoc'h an obererezh war gorread an Heol.
Deskrivadur
C'hoarvezout a ra dreist-holl en takadoù a zo tost d'ar pennoù-ahel magnetek (etre 65° ha 75° ledred), diwar etreobererezh an avel heol hag an aergelc'h uhel. Pa c'hoarvez en hantervoul norzh e reer anv eus tarzh-gouloù boreel hag en hantervoul su e reer anv eus tarzh-gouloù aostrel.
Pa c'hoarvez didarzhadennoù ma ya ar materi heolel da strinkañ e weler el lec'hioù-se takadoù teñvaloc'h, ur sin m'eo uheloc'h live ar park magnetek. Diouzh an didarzhadennoù e teu klogorennoù danvez heolel, bras-divent, enno miliardoù a rannoùigoù elektromagnetek a c'hell tizhout gwiskadoù uhel aergelc'h an Douar m'emañ-eñ war o hent. An avel heolel a reer eus ar strinkadennoù rannoùigoù-se. A-hed linennoù ar park magnetek e vez dasparzhet ar rannoùigoù ken e vezont sellet gant an denion evel seurtoù stignoù gant neudennoù a-serzh hag evel tennerisoù kromm. Gwer ha lufrus e vezont peurvuiañ.
Tarzh-gouloù boreel e Breizh
Levrlennadur
- Paol ar Meur, Tanioù Sant Orvez. E-barzh Ya!, niv 927, 14 Meurzh 2023.
Liammoù diavaez
- (en) 'THEMIS Satellites Discover What Triggers Eruptions of the Northern Lights, NASA, 24/08/2008. Kavet: 25 Mae 23.
