Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Supertramp a oa ur strollad rock breizhveuriat bet savet e Londrez e 1969 gant Rick Davies ha Roger Hodgson. Berzh a reas er bloavezhioù 1970 gant pladennoù evel Crime of the Century (1974) ha Breakfast in America (1979). Ouzhpenn 70 milion a bladennoù zo bet gwerzhet gante.
