factograf
BR

Sirmium

Sirmium

Key facts

natur an elfennlec'h arkeologel, Henkêr
broSerbia
e tiriadPannonia
deskrivet gantРеальный словарь классических древностей по Любкеру

Sirmium (e serbeg: Сирмијум; el lizherenneg latin: Sirmijum), hiriv Sremska Mitrovica e proviñs Voivodina, e Serbia, zo bet ur gêr bouezus en Impalaeriezh roman; kêr-benn Pannonia e oa, ha Pannonia Secunda goude, war ar stêr Sava.

Krouet e voe gant ar Gelted en IIIvet kantved kent JK. Aloubet e voe gant ar Romaned er Iañ kantved kent JK.

Kêr-benn ekonomikel proviñs Pannonia e oa hag unan eus peder c'hêr-benn an Impalaeriezh roman en amzer an Detrarkiezh.

Anv

  • Sirmium ː an anv a dalv kement ha « red an dour», pe « an douar gleb », abalamour d'ar stêr Sava (e latin: Savum); an anv zo aet da Sirmich e alamaneg, ha da Sremska e serbeg.

Darvoudoù

Aorelian, Probus, ha Gratian a oa ginidik eus Sirmium. Claudius II ha Marcus Aurelius a zo marv aze.

Tud

  • Marcus Aurelius, impalaer roman (161-180); e oa staliet e Sirmium e-kerzh ergerzhadennoù Pannonia 170-180;
  • Maximinus Iañ an Thrak, impalaer roman (235-238), en eus renet an impalaeriezh eus Sirmium;
  • Ingenuus, impalaer roman (260), en em savet da impalaer e Sirmium;
  • Regalianus, impalaer roman (260), en em savet da impalaer e Sirmium;
  • Galerius, impalaer roman (305-311), en deus renet hag e oa caesar da vare ar pederveliezh, diouzh e di e Sirmium (293-296);
  • Crispus, Caesar an impalaer roman; en em savet da caesar e Sirmium en 317;
  • Constantinus II, impalaer roman; da gentañ Caesar; savet da august = impalaer e Sirmium in 317;
  • Vetranio, impalaer roman; en em savet e Sirmium e 350;
  • Theodosius Iañ, impalaer roman (378-395); savet da impalaer gant Gratianus e Sirmium
  • Valerius Licinius, prefed Pannonia, staliet e Sirmium (308-314);
  • Apricanus, prefed Pannonia Secunda, staliet e Sirmium (355);
  • Mesala, prefed Pannonia Secunda (373);
  • Petronius Probus, prefed Sirmium (374);
  • Aurelius Victor, prefed Pannonia Secunda (361); en eus savet un istor Roma betek Juluan ar Renavi.
  • Leontius, prefed Sirmium (426).

Tud bet ganet eno

Tud marvet eno

Levrlennadur

  • François Zosso & Christian Zingg: Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994

Read next

In 45 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article