factograf
BR

Sirius

Sirius
Sirius (α CMa) er steredeg Canis Major (CMa)
Sirius (α CMa) er steredeg Canis Major (CMa)

Sirius, anvet Steredenn ar C'hi e brezhoneg, eo ar steredenn skedusañ eus Steredeg ar C'hi Bras, ha skedusañ steredenn an oabl noz war un dro.

Dre m'eo Canis Major (berraet e CMa) anv latin hag etrebroadel ar steredeg ez eo Alpha Canis Majoris (α CMa) berradur etrebroadel Sirius, α o verkañ steredenn skedusañ pep steredeg.

Lec'hiañ

Ar steredeg anvet Monoceros (Mon), "an Unkorneg" e brezhoneg, zo etre Steredenn ar C'hi Bras ha Steredeg ar C'hi Bihan. Er Su da Brocyon, steredenn skedusañ ar C'hi Bihan, emañ α Mon, hag er Gevred da α Mon emañ Sirius en oabl boull ar goañv.

Arabat droukveskañ

Arabat eo droukveskañ ar C'hi Bras (Canis Major/CMa) gant Steredeg ar C'hi Bihan (Canis Minor/CMi); Procyon eo anv etrebroadel α CMi, ha "Kian" eo hec'h anv brezhonek.

Pennad kar

  • Korf-egor, evit gouzout hiroc'h diwar-benn anvioù ar steredegi hag ar steredennoù pennañ.

Read next

In 99 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article