factograf
BR

Sendai

Sendai

Key facts

poblañs1 061 177
gorread786km²
broJapan
deiziad krouiñ1 Ebrel 1889
uhelder57m
penn an aotrouniezhKazuko Kōri

Sendai (japaneg: 仙台市, Sendai-shi), zo ur veurgêr japanat, pennlec'h ar brefedelezh Miyagi e rannvro Tōhoku. Poblet e oa gant 1 098 335 den e miz Eost 2023, ha kêr vrasañ ar rannvro eo.

War-hed 300 km er Biz da Dōkyō emañ, war enezenn Honshū. E-touez daouzek kêr vrasañ Japan emañ. Bevennet eo gant menezioù er C'hornôg hag ar Meurvor Habask er Reter.

War an dachenn ekonomikel e labour ur 500 000 den bennak e 50 000 embregerezh, e genadoù liesseurt: saverezh tredanel, dilhad, kaoutchoug, artizanerezh (seiz, lak, prierezh), hag all. Un deknopolenn enklask (mezegiezh, ijinouriezh, teknologiezhioù uhel) zo ivez, ur pemzek skol-veur bennak, en o zouez hini Tōhoku, hag ul laz-seniñ filarmonek.

Skoet e voe Sendai gant ur c'hren-douar heuliet gant un tsunami d'an 11 a viz Meurzh 2011, e c'horregreizenn e 130 km er Reter, a-vaez d'an aodoù. Hep mar e voe kren-douar feulsañ istor ar vro, hag unan eus ar re lazhusañ biskoazh bet enrollet war ar blanedenn abaoe 1900.

Gevellerezh

Sendai he deus un hir a hengoun gevelliñ etrebroadel. Ar gevellerezh gant Riverside (Kalifornia), e-pleustr abaoe an 9 a viz Meurzh 1957, eo an eil koshañ e-touez ar c'hêrioù japanat.

Read next

In 99 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article