Ar SEAT 600 zo ur c'harr-tan en dazrann A (kirri-tan ar c'hêrioù) kenderc'het gant an embregerezh spagnol SEAT adalek 1957 betek 1973 dindan aotre ar farder italian FIAT ha diwar ar FIAT 600 bet ergrafet gant an ijinour italian Dante Giacosa (1905-1996).
Kentañ gwech ma voe diskouezet d'an dud e voe e Saloñs ar C'hirri e Geneva er bloaz 1955. Arouez "burzhud armerzhel Spagn" eo, ha ken poblek e oa er bloavezhioù 1960 ma voe roet meur a lesanv dezhañ: Seiscientos ("600"), Ombligo ("Bouton-kof"), Pelotilla ("Boulig"), Seílla ha Seíta ("Kadorig").
Istor
C'hoarvezet ez eus gant ar SEAT 600 er bloavezhioù 1950 e Spagn ar pezh a oa c'hoarvezet en Alamagn er bloavezhioù 1930 gant ar Volkswagen Käfer: gant ur renad diktatour e voe divizet e fardañ. An Instituto Nacional de Industria, anezhañ un aozadur stadel, eo a grouas an embregerezh SEAT e 1950.
Un nebeud skouerennoù eus ar FIAT 600 a voe enporzhiet, hag e miz Mae 1957 e krogas an embregerezh SEAT da fardañ an hevelep karr dindan aotre ar FIAT; ur gevrat FIAT-SEAT a oa bet c'hoazh evit fardañ ar Fiat 1400 e Spagn (1953-1964).
Evit ar renkad sokial etre, na c'helle ket prenañ kirri cheuc'hoc'h, e oa ar SEAT 600: etre 65 000 ha 73 500 Pesetas e oa ar priz, da lavarout eo etre 19 000 € ha 21 500 €.
D'ar 27 a viz Mezheven 1957 e teuas ar SEAT 600 kentañ er-maez eus al labouradeg e Barcelona. Meur a zoare 600 a vo goude-se, anvet "600", "600 D", "600 E" ha "600 L Especial", hep kemer e kont ar c'harroñsadurioù kenwerzhel (stroborelligoù) ha to-disto.
Gant ar c'harroñser katalan Costa e voe hiraet an etreahel, 2 076 mm e-lec'h 2 046 mm, evit ober ur 600 peder zor e-lec'h div; ar SEAT 800 e voe anv ar stumm nevez-se. Berzh mat a-walc'h a reas ar "800", a oa un deveradenn spagnol eus ar raktres italian orin.
Kenderc'hadur
Tamm-ha-tamm e c'hoarvezas un digresk e gwerzhioù ar SEAT 600 en abeg da gevezerezh kirri all a oa dedennusoc'h evit ar brenerien, evel ar Renault 5 adalek 1972 hag ur SEAT all, ar 127, a zeuas war ar marc'had er memes bloaz da geveziñ ouzh an R5.
Un abeg all a voe: strizh ha bresk e oa postoù kreiz karroñserezh ar 600, ar pezh a rae diaes staliañ ar gourizoù-surentez, a voe ret e Spagn adalek 1985.
Daoust da veur a gemmadenn er Bouton-kof e teuas ar skouerenn niverenn 799 419 ha diwezhañ er-maez eus ar chadenn fardañ d'an 3 a viz Eost 1973, warni ur skritell bet lakaet gant micherourien al labouradeg: « Naciste príncipe y mueres rey » ("Priñs e oas ganet, roue a varvez"). Un 10 000 bennak a oa c'hoazh war an hentoù e 2007.
Dezverkoù teknikel


« SEAT 600 » hepmuiken e voe doare kentañ ar c'harr (1957), petra bennak ma 'z eo anavezet dre an anv "600 N" (Normal) evit e ziforc'hañ diouzh an doareoù all a voe kenderc'het diwezhatoc'h. A-us ar rodoù dirak, a bep tu da c'holo ar c'houfr, e oa ar blinkerioù; adalek ar 600 D (1963) e voent lakaet dirak ar rodoù. War-zu an tu a-dreñv e tigore an dorioù dirak – en doare "emlazh" neuze evel ma lavarer, ar mudurunoù o vezañ a-drek e-lec'h dirak – betek ar stumm 600 E (1969).
SEAT 600 "N"
| Keflusker | Dre strilheoul NO 86 (super gant plom), pevar bailh a-steud. |
| Loc'hañ | Dre ul loc'henn lakaet e tunel an tommerezh. |
| Bailhad | 633 cm3. |
| Koubl | 4 mkg DIN da 2 800 tro/munutenn. |
| Pourvezañ | Trelosker unkorf Weber 22 IT eilpennet. |
| Dorioù | Digor doare "emlazh". |
| Plasoù | Pevar. |
| Distroñserezh | • Dirak: dizalc'h, gwinterelloù lavnennek doubl o foent harp ha stabilaer + distroñserioù teleskopek. • A-drek: dizalc'h, brec'hioù damzigor o stagadur a-veskell + gwinterelloù biñsek + distroñserioù teleskopek. |
| Treuzkas | Er rodoù a-drek + boest an tizhoù mekanek 4 live war-raok dezhi, ar re 2, 3 ha 4 goubredet. |
| Galloudezh | 21,5 marc'h-nerzh da 4 600 tro/munutenn. |
| Stardañ | Stardoù-taboulin ouzh ar peder rod. |
| Diamzalc'h | 400 km. |
| Barr an trelosk | 25 litr. |
| Bevezadur keitat | 8 litr / 100 km. |
| Tizh brasañ | 95 km/h (1957-1961, 101 km/h (1961-1963). |
SEAT 600 D (1963–1970)
"4T.DA" e oa anv ofisiel ar 600 D.
| Keflusker | Dre strilheoul NO 86 (super gant plom), pevar bailh a-steud. |
| Loc'hañ | Dre un alc'hwez e kreiz an daolenn-stur. |
| Bailhad | 767 cm3. |
| Koubl | 5,23 mkg DIN da 2 500 tro/munutenn. |
| Pourvezañ | Trelosker unkorf Bressel 28 ICP-I + bangounell. |
| Dorioù | Digor doare "emlazh". |
| Plasoù | Pevar. |
| Distroñserezh | • Dirak: dizalc'h, gwinterelloù lavnennek doubl o foent harp ha stabilaer + distroñserioù teleskopek. • A-drek: dizalc'h, brec'hioù damzigor o stagadur a-veskell + gwinterelloù biñsek + distroñserioù teleskopek. |
| Treuzkas | Er rodoù a-drek + boest an tizhoù mekanek 4 live war-raok dezhi, ar re 2, 3 ha 4 goubredet. |
| Galloudezh | 25 marc'h-nerzh da 4 800 tro/munutenn. |
| Stardañ | Stardoù-taboulin ouzh ar peder rod. |
| Diamzalc'h | 500 km. |
| Barr an trelosk | 30 litr. |
| Bevezadur keitat | 7 litr / 100 km. |
| Tizh brasañ | 108 km/h. |
SEAT 600 E (1969–1973)
Heñvel eo dezverkoù teknikel ar 600 E ouzh re doare diwezhañ ar 600 D. Traoùigoù zo bet kemmet en diabarzh; brasoc'h eo ar gouleier dirak hag a-dreñv. Un diforc'h bras eo an dorioù, pa n'int mui en doare "emlazh".
| Keflusker | Dre strilheoul NO 86 (super gant plom), pevar bailh a-steud. |
| Loc'hañ | Dre un alc'hwez e kreiz an daolenn-stur. |
| Bailhad | 767 cm3. |
| Koubl | 5,23 mkg DIN da 2 500 tro/munutenn. |
| Pourvezañ | Trelosker unkorf Bressel 28 ICP-I + bangounell. |
| Dorioù | Digor eus a-drek da zirak. |
| Plasoù | Pevar. |
| Distroñserezh | • Dirak: dizalc'h, gwinterelloù lavnennek doubl o foent harp ha stabilaer + distroñserioù teleskopek. • A-drek: dizalc'h, brec'hioù damzigor o stagadur a-veskell + gwinterelloù biñsek + distroñserioù teleskopek. |
| Treuzkas | Er rodoù a-drek + boest an tizhoù mekanek 4 live war-raok dezhi, ar re 2, 3 ha 4 goubredet. |
| Galloudezh | 25 marc'h-nerzh da 4 800 tro/munutenn. |
| Stardañ | Stardoù-taboulin ouzh ar peder rod. |
| Diamzalc'h | 500 km. |
| Barr an trelosk | 30 litr. |
| Bevezadur keitat | 7 litr / 100 km. |
| Tizh brasañ | 108 km/h. |
SEAT 600 L (1972–1973)
| Keflusker | Dre strilheoul NO 86 (super gant plom), pevar bailh a-steud. |
| Loc'hañ | Potailh eneplaeroñsi. |
| Bailhad | 767 cm3. |
| Koubl | 4,6 mkg DIN da 3 500 tro/munutenn. |
| Pourvezañ | Treloskerioù unkorf Bressel 28 ICP-I ha Solex C28 PIB-3 + bangounell. |
| Dorioù | Digor eus a-drek da zirak. |
| Plasoù | Pevar. |
| Distroñserezh | • Dirak: dizalc'h, gwinterelloù lavnennek doubl o foent harp ha stabilaer + distroñserioù teleskopek. • A-drek: dizalc'h, brec'hioù damzigor o stagadur a-veskell + gwinterelloù biñsek + distroñserioù teleskopek. |
| Treuzkas | Er rodoù a-drek + boest an tizhoù mekanek 4 live war-raok dezhi, ar re 2, 3 ha 4 goubredet. |
| Galloudezh | 29 marc'h-nerzh da 5 000 tro/munutenn. |
| Stardañ | Stardoù-taboulin ouzh ar peder rod. |
| Diamzalc'h | 400 km. |
| Barr an trelosk | 30 litr. |
| Bevezadur keitat | 8 litr / 100 km. |
| Tizh brasañ | 115 km/h. |
Aozoù


Kozh
E 1955, pa voe diskouezet ar SEAT 600 kentañ e Geneva, ne soñje ket d'an aozer herrgirri aostrian-italian Carlo Abarth (1908-1979) e troje ar "boulig"-hont d'ar c'harr pouezusañ en Istor e embregerezh.
Betek 1971 ec'h implijas ar c'harr-se evit diorren nevezentioù en aozañ karbedoù evit ar redadegoù.
Evit gwellaat ar SAET 600, a oa bet lesanvet venenoso (""pistrius") e lakaas sevel ul labouradeg nevez e Torino evit kenderc'hañ kirri klok ha kitoù dafar a-viliadoù evit aozañ ar 600 "N" da vont d'ar c'hevezadegoù.
Aozerien all e Spagn a aoze ivez kirri SEAT 600 evit kevezata: an tiegezh Juncosa e Barcelona eo an hini brudetañ, e-kichen Franco Conti, Nardi, Autotécnica ha Speewell.
Nevez
Meur a aozer o deus troet ar SEAT 600 da garr tredan: ur skouer eo al Little e601.
Er bloavezhioù 2020, an aozer Juan Trino Racing e Tíjola a grogas da labourat diwar skouerennoù kozh eus ar 600. Ar c'harroñsadur hepken a viras; e-lec'h ar c'hastell orin e stalias ur framm liestuellennek, hag ur c'heflusker marc'h-tan Suzuki GSW-1300R Hayabusa a erlec'hias ouzh ar c'hozh 633 cm3. « S-600 JTR » eo anv an disoc'h, "al loenekañ SEAT 600 a zo er bed" (el SEAT 600 más bestia que existe). Ha gwir eo ez eo troet ar Bouton-kof d'ul loen gouez: betek 205 marc'h-nerzh, ha 0-100 km/h e 4 eilenn.
Stummoù






Meur a stumm a voe d'ar SEAT 600 e Spagn.
- 600 Comercial: evit ar c'henwerzh, hep gwerennoù a-dreñv hag ouzh ar c'hostezioù, hag hep kadorioù a-dreñv; marc'hatmatoc'h eget ar 600 "N".
- 600 Descapotable: un doenn lien, to-disto, un tamm mat keroc'h eget ar 600 "N".
- 600 Formichetta: ur storobellig fardet gant an embregerezh Siata Española e Barcelona adalek 1960; war-dro 7 000 karr a voe kenderc'het.
- 600 Múltiple: un deveradenn eus ar Fiat Multipla, 6 plas ennañ, ar monospas kentañ neuze.
- 600 Playera: ur 600 arbennik evit letioù an traezhennoù, evit keveziñ ouzh ar Citroën Mehari.
- 600 Savio: ur skouerenn zo hepken, deveret diouzh ar Múltiple ha kemmet evit degemer an diktatour Franco e 1964.
- 800: ur 600 peder zor dezhañ, fardet gant ar c'harroñser Costa ha gwerzhet e Spagn hepken.
Bez' e oa ivez doareoù SEAT 600 kemmet ha fardet gant aozerien evel Serra, Siata Española hag all. Gant Siata e-unan e voe meur a zoare SEAT 600, evel an Ampurias hag an Tarraco a-douez reoù all.
- Rany 600: un doare buggy aozet adalek 1970 betek 1985.
- SEAT 600 Caba: ur 600 to-disto aozet gant ar c'harroñser Caba e Barcelona.
- SEAT 600 Credos Sport: treset ha fardet gant Carrozauto e Calahorra.
- SEAT 600 Gabor: treset ha fardet gant Galobart, e Barcelona.
- SEAT 600 Inauto: 600 berlinenn doare koupe graet diwar ur 600 hiraet ha to-disto a voe kenderc'het gant Inauto e Cádiz.
- SEAT 600 Milton Tipo Roadster Spider: treset gant ar vreudeur Antonio ha Pedro Mata e 1968; 35 skouerenn hepken a voe kenderc'het.
- SEAT 600 Rai: karroñsadur adtreset gant un treser spagnol; un nebeud skouerennoù hepken a voe fardet, lusket gant keflusker 843 cm3 ar SEAT 850.
- SEAT 600 Real: ur skouerenn hepken, urzhiadet gant ar roue Juan Carlos Iañ evit e vab Felipe; hiraet eo bet tu dirak ur SEAT 600 to-disto.
- SEAT 600 Serra: ar c'harroñser Serra e Bracelona a fardas gant Corver, e Barcelona ivez, meur a zoare SEAT 600 (koupe, roadster, to-disto).
- 750 Nardi: adkarroñset gant ar farder italian Enrico Nardi e Torino, ha lusket gant ur c'heflusker 750 cm3; nebeut-tre a skouerennoù a voe kenderc'het.
- 750 Primavera: fardet e 1961 gant Bagovia e Cornellá de Llobregat (Proviñs Barcelona) diwar ur SEAT 600 hiraet ha to-disto.
Kentpatromoù
- 750 Sport: e 1957 e voe diskouezet e Saloñs Barcelona ar Seat 750 Sport, treset gant ar c'harroñser italian Allemagno e Torino diwar kastell ar SEAT 600 "N" ha lusket gant ur 750 cm3 / 40 marc'h-nerzh.
Enorioù

E Spagn e vez lakaet ar SEAT 600 d'ar c'harbed a lakaas ur c'heflusker e korf ar vro. Monumantoù zo bet savet dezhañ zoken.
E 2008 e voe dioueliet ar c'hentañ monumant d'ar SEAT 600, e Fuengirola (Proviñs Málaga).
Un eil monumant a voe e 2011, daou 600 ennañ (unan melen hag unan glas), e Churriana de La Vega (Proviñs Granada).
E 2015 e voe un trede monumant, e Martos. Er memes bloaz e voe staliet unan ivez e Cartagena.
D'an 9 a viz Gwengolo 2017, evit lidañ 60vet deiz-ha-bloaz ar Seisciento, e voe bodet 812 SEAT 600 da zibunañ war ar Circuito de Montmeló e Barcelona. Ne voe degemeret nemet 787 karr gant ar Guinness World Records.
Notennoù

Levrlennadur
- (es) José Feliú: SEAT 600, Madrid, Tikal-Susaeta, 2007 (ISBN 9788430560721).
- (es) María José Torrejón, Un guiño a la historia sobre cuatro ruedas, Hoy, 18/06/2007
