factograf
BR
Sign in

politiker, Slovakia

Robert Fico

Robert Fico

Key facts

deiziad ganedigezh15 Gwengolo 1964
uhelded183cm
micherpolitiker
implijerUniverzita Komenského v Bratislave
kargKentañ Ministr Slovakia

Robert Fico zo ur politiker slovak hag a zo kentañ ministr Slovakia abaoe miz Here 2023. Er garg-se e oa bet div wech c'hoazh, etre ar 4 a viz Gouere 2006 hag an 8 a viz Gouere 2010 hag etre ar 4 a viz Ebrel 2012 hag an 22 a viz Meurzh 2018..

Ezel eo eus ar strollad Smer–sociálna demokracia (SMER-SD) hag a voe trec'h en dilennadeg kannaded e 2006, gant ouzhpenn 30% eus ar mouezhioù.

E 1986 ez eas e-barzh Strollad Komunour Tchekoslovakia; e 1999 e savas e gostezenn dezhañ anvet SMER hagg e 2006 e voe trec'h en dilennadeg kannaded. Trec'het e voe e 2010 gant strolladoù eus an tu-dehoù ha tu-kreiz, met e 2012 e teuas e penn ar vro evit an eil gwech, evel kentañ ministr. E 2016 ez eas ar maout gantañ adarre.

War an dachenn bolitikel e embann bezañ eus an tu-kleiz, sevel a ra a-enep levezon ar Stadoù Unanet en e vro hag a-enep sikour, gant arc'hant ha gant armoù, Ukraina en he stourm a-enep Rusia.

Klask e lazhañ

D'ar 15 a viz Mae 2024 e voe tennet warnañ, e Handlova, goude un emvod politikel eno, ha kaset e voe d'an ospital. Ar skrivagner slovakek Juraj Cintula eo an hini en doa tennet warnañ evit e lazhañ; harzet e voe diouzhtu.

Read next

In 77 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article