Ar Rigveda pe ar Rig Veda (Sañskriteg: ऋग्वेद ṛgveda, eus ṛc "pediñ" ha veda "anaouedegezh") eo dastumad kozh ar meulganoù indian (sūktas). Unan ag ar pevar zestennoù hindou (śruti) anavezet evel ar vedaoù. Nemet unan ag ar Shakha a anaver hizhiv: ar Śakalya Shakha. Ul lodenn vras ag ar Shakhaoù a zo kollet hiziv, pe diembann.
Ar Rigveda eo testenn gozhañ ar c'horpus Vedic hag unan ag an testennoù skrivet en ur yezh indezeuropek. Al lizheregouriezh hag ar yezhoniezh a ziskouez eo bet kenaozet ar braz ag ar Rigveda Samhita e gwalarn an iskevandir Indez etre 1500 ha 1000 kent JC.
An destenn eo rannet e Samhita, Brahmanas, Aranyakas hag an Upanishads. Ar Rigveda Samhita eo kreiz an oberenn hag un dastumad a zek levr (maṇḍalas) gant 1,028 meulgan (sūktas) ha 10,600 gwerz (anvet ṛic). En eizh levr –A levr 2 d'al levr 9 – a zo ar re gozhañ, hag ennañ eo displeget ar gosmologiezh hindou, al lidoù, hag anien an doueed. Al levr nevesoc'h (levr 1 ha 10) a zispleg ar vertuzoù evel an dāna (ar garitez), orin an hollved hag an doueel, ha goulennoù metafizik arall.
Hizhiv e vez disklaeriet c'hoazh ar gwerzioù e-pad ar pedoù hindou hag al lidoù-tremen (evel an euredoù), neuze eo ar Rigveda an destenn religiel kozhañ arveret betek hizhiv.
