An neutron zo anezho rannigoù danatomel.
Kavadenn
Ar fizikour saoz Ernest Rutherford a savas e 1920 damkaniezh bezañs ar rannigoù-se en atom, hep bezañ he c'hadarnaet avat.
Gant ar c'himiour stadunanat William D. Harkins (1873-1951) e voe roet an anv neutron dezho, diwar bennrann ar ger saoznek neutral (dre m'en devoa goulakaet E. Rutherford e oa neptu ar rannig-se) hag an dibenn-ger -on.
Kavet e voe ar rannigoù e 1932 gant ar fizikour saoz James Chadwick.
Perzhioù
An neutron n'o deus bec'hiad tredanel ebet, na muiel (+) na leiel (-). An neutron hag ar proton eo kenaozantoù nukleüs an atom. Evit an atom e vez notet Z an niver a brotonennoù (a vez anvet niver atomek pe niverenn atomek), A an niver a brotonennoù hag a neutronennoù. Setu eo an niver a neutronennoù.
Kevatal da 939,56533 ± 0,00004 MeV/c² eo tolz un neutronenn.
Lodenn eo an neutron eus ar barion (hadron) furmet gant tri c'hwark, ha kenaozet int gant ur c'hwark up (karg 2/3 e) ha gant daou gwark down (2 garg -1/3 e).
