factograf
BR
Sign in

pajenn disheñvelout Wikimedia

Napoleon

Napoleon

Napoleon (pe Napoleone en italianeg, ar yezh orin) zo un anv-den brezhonek ha saoznek ral hiziv hon deiz, a zeu, a-hervez, eus "Neapolis" (kêr Naplez) hag ar ster orin a vije "eus Naplez".

Hervez tud zo e vefe ur ger henc'hresianek, "Napoleoun", deuet eus "napè" pe "napos", a dalv kement ha "traonienn goadek" ha "leon"; gant se e talvezfe an anv kement ha "leon an draonienn". [1]

Roet e veze kalzig en Italia hag e Korsika a oa e-barzh Republik Genova e-pad kantvedoù. Goude an Impalaeriezh c'hall kentañ e voe roet e Bro-C'hall, hag ivez met nebeutoc'h e Norzhamerika.

Tud, lec'hioù, ha traoù zo bet anvet Napoleon, en XIXvet kantved dreist-holl.

Stummoù e yezhoù all

Tud

Sent

Impalaered

  • Napoleone Buonaparte (1769-1821), gallekaet e anv da vout Napoleon Bonaparte, jeneral gall a orin korsikat, kemeret ar galloud gantañ e Bro-C'hall hag anvet Impalaer ar C'hallaoued e Bro-C'hall dindan an anv Napoleon Iañ, a voe impalaer e-pad 10 vloaz 1804-1814), ha lezet e roud gantañ en istor Europa hag e melestradurezh meur a vro
    • brezelioù Napoleon, an anv roet d'ar brezelioù renet gant Napoleon pe enep dezhañ en Europa;
    • kod Napoleon, un dastumad lezennoù lakaet e pleustr gant Napoleon Iañ en Impalaeriezh C'hall e 1803
  • Napoleon II (1811-1832) mab d'an impalaer Napoleon Iañ ha Marie-Louise Aostria, dug Reichstadt, roue Roma, lesanvet « l'Aiglon » (an ererig), a oa da ren war e lerc'h e dad met ne voe ket lezet d'ober (15-tez war ar paper), e anv gwir Napoleon Francis Joseph Charles Bonaparte. Beziet e voe e Vienna, a-raok e vefe treuzlec'hiet e veziadur da Panthéon Pariz e 1940 war gourc'hemenn Adolf Hitler;
  • Napoleon III, pe Charles Louis Napoléon Bonaparte (1808-1873) a voe Prezidant ar Republik eus 1849 da 1852, a nac'has kuitaat ar galloud hag a reas un taol-stad gant an arme hag a voe neuze "Impalaer ar C'hallaoued" dindan an anv Napoléon III eus 1852 da 1870.

Tud all

  • ar Priñs Napoléon Bonaparte Canino, diskennad da Luciano Buonaparte, Priñs Canino,
  • Napoléon Ney (1803-1857), milour ha politikour gall, mab d'ar marichal Ney,
  • Napoléon Lannes (1801-1874), politikour ha diplomat gall, mab d'ar marichal Lannes,
  • Napoleon, ur c'haner rap muzulman, ganet e 1977,
  • José María Napoleón, ur c'haner meksikan,
  • Napoleon Bonaparte Broward, gouarnour Florida eus 1905 da 1909,
  • Napoleon Hill (1883-1970), skrivagner stadunanat troioù-pleg evit bezañ pinvidik buan,
  • Loeiz Napoleon ar Rouz (1890-1944), emsaver.

El lennegezh

Ur pemoc'h Berkshire, gouenn Napoleon.
Ur pemoc'h Berkshire, gouenn Napoleon.
  • Napoleon, ur pezh-c'hoari skrivet gant George S. Kaufman, krouet e 1927 gant ar Marx Brothers
  • Napoleon, unan eus ar moc'h er romant Animal Farm gant George Orwell; mar deo tapet e anv diwar hini an impalaer gall eo anat e tenn al loen da Jozef Stalin; er romant gallek eo lakaet "César" ar pemoc'h, evit chom hep feukiñ kizidigezh al lennerien c'hall moarvat.
  • Napoleon Bonaparte, un enklasker aostralian e romantoù an oberour aostralian Arthur Upfield.

Filmoù

  • Napoleon ur film gant Bud Fisher e 1920.
  • Napoléon, ur film gall gant Abel Gance diwar-benn Napoleon Iañ e 1927
  • Napoléon, ur film gant Sacha Guitry e 1955
  • Napoleon Wilson, un dudenn er film Assault on Precinct 13, graet gant John Carpenter e 1976.
  • Napoléon ur film skinwel e 4 lodenn gant Yves Simoneau e 2002.
  • Napoléon ur gomedienn war gan gant Serge Lama
  • N (Io e Napoleone), ur film italian eus 2006.

Er skiantoù

  • An teorem Napoleon
  • Ar problem Napoleon(Daveoù a vank)
  • Kemplezh Napoleon, ur gemplezh psikologel: Kemplezh an tru gouzañvet gant tud en em gav re vihan.

Traoù

Ur pezh Napoléon eus 1803.
Ur pezh Napoléon eus 1803.

-e Bro-C'hall:

  • Napoléon, ur pezh moneiz aour gall, a dalv kement hag 20 lur gall, krouet e 1805.
  • Le Napoléon, ar c'hentañ lestr brezel dre aezhenn eus an istor.
  • ar « Petit Napoléon » ur fourmaj er Pireneoù.
  • an Napoléon anv ul lestr beajourien
  • Napoleon, un anv all roet d'ar c'hoari FreeCell, a zo heñvel-poch ouzh ar c'h-"crapette" gall.
  • ur pesk eus ar morioù tomm, Cheilinus undulatus, a vez graet Napoléon anezhañ.
  • ar c'herrez "Priñsez Anna" zo anvet Napoléon e Bro-C'hall.

-e broioù all:

  • Napoleon, lesanv ar c'hanol 12 "M1857 smoothbore" er brezel diabarzh amerikan.
  • napoleon, ur c'hoari-c'hartoù breizhveuriat.
  • napoleon, ur c'houign rusian doare milfeilhenn, ijinet evit lidañ trec'h 1812.
  • Napoleone, ur rummad kazetennoù bannoù-treset italian embannet gant Sergio Bonelli Editore.

-er bed a-bezh:

  • Digoradenn Napoleon, un digoradenn implijet er c'hoari echedoù anvet diwar Napoleon Bonaparte en dije c'hoariet anezhi, a-hervez, a-enep an Turk, ur mekanik da c'hoari echedoù a oa bet savet en e amzer.
  • Garadenn Napoleon, ur stumm eus ar c'hoari skosat, un digoradenn en echedoù.
  • Napoleon, ur c'hoari video.

Lec'hioù

  • Fort Napoléon, anv meur a lec'h
  • Napoleon (Alabama)
  • Napoleon (Indiana)
  • Napoleon (Kentucky)
  • Napoleon (Michigan)
  • Napoleon (Mississippi)
  • Napoleon (Missouri)
  • Napoleon (North Dakota)
  • Napoleon (Ohio)

Read next

In 55 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article