factograf
BR

politikerez eus Danmark

Mette Frederiksen

Mette Frederiksen

Key facts

deiziad ganedigezh19 Du 1977
bet war ar studi eByplanvejens Skole
micherpolitiker, sindikalour
lec'h ganedigezhAalborg
strollad politikelSocialdemokratiet

Mette Frederiksen, ganet d'an 19 a viz Du 1977, zo ur bolitikerez eus Danmark. Kentañ Ministr ar vro eo abaoe miz Mezheven 2019.

Dilennet e voe da gannadez er Folketing evit ar wech kentañ e 2001. Ministrez al Labour e voe e gouarnamant Helle Thorning-Schmidt etre 2011 ha 2014 ha Ministrez ar Justis e 2014 ha 2015. Da neuze e kemeras penn ar Strollad Sokial-Demokrat.

Goude dilennadeg kannaded miz Mezheven 2019, ma voe trec'h ar c'hostezennoù eus an tu-kleiz, e voe karget gant rouanez Danmark Margrethe II da sevel ur gouarnamant nevez. D'ar 27 a viz Mezheven e teuas da vezañ Kentañ Ministrez. An eil gwech eo d'ur vaouez tapout ar post-se e Danmark, goude Helle Thorning-Schmidt e 2011.

Read next

In 76 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article