factograf
BR

Menez Parnassos

Menez Parnassos

Key facts

uhelder2 455m
natur an elfennmenez
broGres
e tiriadFthiotida
deskrivet gantOttův slovník naučný
Menez Parnassos, livet gant Andrea Mantegna (1497).
Menez Parnassos, livet gant Andrea Mantegna (1497).

Ar Parnassos, pe Menez Parnassos (Παρνασσός Parnassós e henc'hresianeg) zo ur menez eus Hellaz e-kichen Delfi.

Mojenn

Hervez mojennoù Hellaz eo eno e veze an doue Apollon gant ar Muzezed, pe merc'hed an Awen, o chom. Dont a ra an anv eus hini Parnassos, mab an nimfenn Kleodora.

Kalz a feunteunioù zo ha brudet eo feunteun Kastalia er mojennoù.

Lennegezh

Diwar anv ar menez hag ar mojennoù en-dro dezhañ e komzer a-wechoù eus Parnassos, pe Parnas, evel arouez ar varzhoniezh pe an awen.

Ul luskad lennegel gall zo bet anvet Parnasse e dibenn an XIXvet kantved.

Livadur

  • Ar Menez Parnassos, gant Andrea Mantegna
  • Ur menez en Enez an Unaniezh (Union Island), e Sant Visant, er Mor Karib, a vije anvet e galleg Mont Parnasse, pa'z eo Mount Taboi e saozneg.

Lec'hanvadurezh

  • Ur c'harter eus Pariz zo anvet Montparnasse, diwar anv ar menez en Hellaz.

Read next

In 64 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article