factograf
BR
Sign in

Man Ray

Man Ray

Key facts

deiziad ganedigezh27 Eost 1890
deiziad ar marv18 Du 1976
bet war ar studi eArt Students League of New York
micherfilmaozer, luc'hskeudenner
lec'h ganedigezhPhiladelphia
tachennkenstrollad

Emmanuel Rudzitsky, lesanvet Man Ray, bet ganet d’ar 27 a viz Eost 1890 e Philadelphia (Stadoù-Unanet) ha marvet d’an 18 a viz Du 1976 e Pariz, a oa ul livour, luc’hskeudenner ha filmaozer filmoù dada ha dreistrealour.

E vuhez

Salvador Dali ha Man Ray e Pariz e 1934
Salvador Dali ha Man Ray e Pariz e 1934
Bez Man Ray e bered Montparnasse
Bez Man Ray e bered Montparnasse
2 images

Kregiñ a reas gant e vicher e New York gant e vignon Marcel Duchamp. An daou anezho a savas rann amerikan dada. Ul levr a lakaas embann diwar-benn luskad dada New York e 1920 met ne reas ket berzh: « Ne c’hell ket dada bevañ e New York » a lavaras. Dilestrañ a reas en Havr-Nevez hag e tapas an tren da vont da Bariz. Eno e voe degemeret gant Marcel Duchamp. Er memes devezh e kejas Man Ray gant ar strollad dreistrealour: Louis Aragon, André Breton, Paul Éluard ha Gala, Théodore Fraenkel, Jacques Rigaut ha Philippe Soupault. En em staliañ a reas e karter Montparnasse, kejañ a reas ouzh ar ganerez Kiki de Montparnasse hag e kouezhas e karantez ganti. Kejañ a reas ivez ouzh ar gwrier Paul Poiret. Meur a luc’hskeudenn tapet gantañ a voe embannet e kelaouennoù krouiñ dilhad, hag a-drugarez dezho e teuas da vezañ brudet. Gwech ebet ne zeuas a-benn da dennañ poltred Poiret. Pa varvas Poiret e kasas Man Ray poltred mezeg ar gwrier d’ar c’hazetennoù ha e lakaas ar gazetennerien da grediñ e oa poltred Poiret. Embannet e voe ar poltred. Asambles gant Jean Arp, Max Ernst, André Masson, Joan Miró ha Pablo Picasso e kinnigas e oberennopù e-kerzh an dikouezadeg dreistrealoutr kentañ e diskouezva Pierre e Pariz e 1925. A-drugarez d’e vignoniezh gant Marie-Laure de Noailles ec’h aozas e film kentañ, Les Mystères du Château des Dés » e ditl, e 1928 (filmet e kenkiz ar familh de Noailles e Hyères).

E-pad tregont vloaz e tennas poltredoù ur bern tud vrudet evel James Joyce, Gertrude Stein pe c’hoazh Jean Cocteau. Lakaat a reas ivez an arzourien dreistrelaour hag he skorerez Berenice Abbott da anavezout oberenn Eugène Atget. E 1934 e tennas skeudennoù Meret Oppenheim, hag ar rummad noazhennoù-se a zeuas da vezañ e rummad brudetañ.

E 1940 e teuas a-benn Man Ray da vont betek Lisboa ha da lestrañ war-du ar Stadoù-Unanet, asambles gant Salvador Dalí, Gala hag ar filmaozour René Clair. Goude un nebeud deizioù e New York ez eas betek aod kornôg ar Stadoù-Unanet gant ar pal mont betek Tahiti. Met pa voe degouezhet e Hollywood e voe kinniget dezhañ diskouez e oberennoù hag e krogas da livañ en-dro. Degemeret e voe evel Satrap er Skolaj Patafizik e 1963. Mervel a reas d’an 18 a viz Du 1976 ha douaret e voe e bered Montparnasse (7vet rann). War e vez e c’haller lenn: Unconcerned, but not indifferent.

E oberennoù

Poltred Marcel Duchamp, treuzwisket e Rrose Sélavy.
Poltred Marcel Duchamp, treuzwisket e Rrose Sélavy.
Traoù
  • « Danseuse de corde s'accompagnant de son ombre », 1916
  • « Autoportrait », assemblage, 1916
  • « Boardwalk », 1917
  • « Cadeau », fer gant tachoù, 1921
  • « Les Vingt jours de Juliette », 1952, andorenn
Luc’hskeudennoù
Taolennoù
  • « Le Beau temps », 1939
  • « Peinture naturelle », 1958
Tresadennoù
  • « Les Mains libres », gant testenneoù Paul Éluard, embannadurioù Jeanne Bucher, 1937
Levrioù
  • « Revolving doors », Embannadurioù Dreistrealour, 1917
  • « Les Champs délicieux »,, 1922
  • « Man Ray photographs 1920-1934 », James Thrall Soby
  • « Facile with Paul Éluard », GLM, 1935
  • « La Photographie n'est pas l'art », GLM, 1937
  • « Alphabet for adults », Copley Galleries, 1948
  • « Photographs-Portraits », Prisma
  • « Autoportrait », 1963, Robert Laffont, 1964, adembannet gant Seghers e 1986

Read next

In 61 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article