factograf
BR

Lenn Peipsi

Lenn Peipsi

Key facts

gorread3 543km²
uhelder30m
natur an elfennlenn
broEstonia
deskrivet gantMeyers Konversations-Lexikon, 4. Auflage (1885–1890)
Estonia hag al lenn Peipsi, er reter, war harzoù Rusia.
Estonia hag al lenn Peipsi, er reter, war harzoù Rusia.

Al Lenn Peipsi, pe Peipus (Peipsi-Pihkva järv en estoneg; Псковско-Чудское озеро pe Чудско-Псковское озеро e rusianeg) zo ul lenn vras war an harzoù etre Estonia ha Rusia, e Reter Europa.

Ar bempvet lenn vrasañ en Europa eo, goude al lennoù Ladoga hag Onega e Rusia, al lenn Vänern e Sveden hag al lenn Saimaa e Finland.

En em astenn a ra war ur gorread 3 500 km²; war-dro 7 metr eo he donder keitat ha 15 metr eo an donder brasañ. Implijet e vez al lenn evit pesketa hag evit ebatal. E tu Rusia avat ez eus labouradegoù bras war he lez ha saotret e vez he dourioù ganto.

E 1242 e c'hoarvezas un emgann brudet eno, Emgann al Lenn Peipsi (anavezet e Rusia evel « Emgann ar skorn »), etre ar Varc'heien Deutonek ha tud Republik Novgorod renet gant Aleksandr Nevski.

Read next

In 67 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article