factograf
BR
Sign in

Knout

Knout

Ar c'hnout (кнут en ruseg) zo ur skourjez a veze implijet en Impalaeriezh Rusia da skourjezañ an dorfedourien hag enebourien bolitikel ar gouarnamant. Arouez gwaskerezh ar stad hag an dsared e oa deuet da vezañ.

Knout bras

Knout bras
Knout bras

Diwisket e veze korf an den kondaonet, ha staget ouzh ur peul pe un treust pe dalc'het gant un den all. Gant an taolioù e veze drailhet ar c'hroc'hen, adalek ar gouzoug betek ar vandenn.

Liammoù diavaez

  • Pennad eus Voyage en Sibérie fait par ordre du Roi en 1761, gant an abad Chape d'Auteroche
  • Gwelet gant Chape d'Auteroche
  • Pennad eus Michel Strogoff, romant Jules Verne

Read next

In 15 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article