factograf
BR
Sign in

merc'h eus Troia e gwengelouriezh Hellaz

Kasandra

Kasandra

Key facts

natur an elfenntudenn vitologel eus Gres
lec'h ganedigezhTroia
lec'h ar marvMykenai
Kasandra, hervez Evelyn De Morgan (1855–1919)
Kasandra, hervez Evelyn De Morgan (1855–1919)
Aias a ziframm Kasandra diouzh ar Palladion ma oa bet o klask repu, diabarzh ur gib gant tresadennoù ruz eus liver Kodros, war-dro 440-430 kent J.-K., mirdi Le Louvre.
Aias a ziframm Kasandra diouzh ar Palladion ma oa bet o klask repu, diabarzh ur gib gant tresadennoù ruz eus liver Kodros, war-dro 440-430 kent J.-K., mirdi Le Louvre.
2 images

Kasandra (henc'hresianeg: Κασάνδρα, Kasandra, pe Κασσάνδρα, Kassandra, Κεσάνδρα, ha Κατάνδρα, anvet ivez Aleksandra a-wezhioù) a oa merc'h ar roue Priam hag ar rouanez Hekabe, eus Troia e gwengelouriezh Hellaz.

Yezhoù all

Mojennoù

Apollon a roas dezhi an donezon da ziouganañ an amzer da zont abalamour d'he c'hened. En ur vojenn all e tremenas un nozvezh e templ Apollon, ha naeron an templ a lipas he divskouarn kement ha ken bihan ma oa gouest da glevet an amzer da zont adal neuze.. Koulskoude, p'he doa nac'het karout an doue, e voe strobinellet gant Apollon evit ma ne vije ket kredet gant den ebet, na kar ebet. Hervez skridoù zo e vije bet gevelez an diouganer Helenos.

Brezel Troia

He zud a soñje e oa foll. E doareoù zo eus ar vojenn e oa karc'haret, e doareoù all ne veze ket selaouet. Rakgwelout a eure distruj Troia ha degemenn a eure en aner petra edo marc'h Troia o vont da zegas.

Goude disoc'h Brezel Troia ha diskar ar geoded e oa kemeret da sklavez ha serc'h gant Agamemnon, hag o-daou e voent lazhet gant Klitemnestra.

Mammennoù

Levrlennadur

  • Clarke, Lindsay. The Return from Troy. HarperCollins (2005). ISBN 0-00-715027-X.
  • Marion Zimmer Bradley. The Firebrand. ISBN 0-451-45924-5
  • Patacsil, Par. Cassandra. In The Likhaan Book of Plays 1997-2003. Villanueva and Nadera, eds. University of the Philippines Press (2006). ISBN 971-542-507-0
  • Schapira, Laurie L. The Cassandra Complex: Living with Disbelief: A Modern Perspective on Hysteria. Toronto: Inner City Books (1988). ISBN 0-919123-35-X.

Mammennoù

  • Virgilius, An Aeneis II.246-247, 341-346, 403-408
  • Theoi Project: Cassandra, mammennoù klasel troet e saozneg

Read next

In 66 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article