factograf
BR

Karl May

Karl May

Key facts

deiziad ganedigezh25 Cʼhwevrer 1842
deiziad ar marv30 Meurzh 1912
micherromanter, senarioour(ez)
lec'h ganedigezhErnstthal
lec'h ar marvRadebeul
oberenn heverkWinnetou
Winnetou
Winnetou

Karl Friedrich May (Hohenstein-Ernstthal (Rouantelezh Saks), 25 a viz C'hwevrer 1842 – Radebeul (Saks, Impalaeriezh alaman), 30 a viz Meurzh 1912) a oa ur skrivagner alaman, brudet e skridoù, enno istorioù a c'hoarvez e broioù pell alies. Betek an deiz hiziv ez eo unan eus ar skrivagnerien alaman a vez lennet ar muiañ. Kalz eus an tudennoù krouet gantañ evit e levrioù, evel Winnetou, Old Shatterhand pe Kara Ben Nemsi, zo anavezet gant an Alamaned c'hoazh, hag a-renk e vez lakaet gant Jules Verne hag an Italian Emilio Salgari.

Kontañ a ra en e levrioù troioù-kaer a c'hoarvez er Far West, hag ivez er Reter-Pellañ, er Reter-Nesañ, e Sina, e Suamerika hag evel-just en Alamagn. Skrivet en deus ivez barzhonegoù ha pezhioù sonerezh - hag ur soner barrek e oa ivez, gant meur a venveg.

Kalz eus e oberennoù o deus talvezet da sevel filmoù, pezhioù-c'hoari, abadennoù radio, bannoù-treset. Gant e faltazi divent e oa barrek da empentiñ al lec'hioù pell deskrivet gantañ en e levrioù, hep mont di. N'eo nemet pa voe kozh ma krogas da veajiñ. Mont a reas da Norzhamerika e 1908, ha bras e kavas ar c'hemm etre ar pezh a welas hag ar pezh en doa empentet en e levrioù. E dibenn e vuhez e paouezas May da gontañ troioù-kaer hag en em lakaat a reas da skrivañ romantoù gant danvez relijiel ha peoc'hgarour.

Anvet eo bet an asteroidenn 15728 Karlmay en enor dezhañ.

Liammoù diavaez

  • Karl May Gesellschat (de) (ca) (cs) (da) (en) (eo) (es) (fr) (hu) (nl) (sk) (sv)
  • Skridoù Karl May e Wikisource (de)

Read next

In 53 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article