factograf
BR
Sign in

Karia

Karia

Key facts

natur an elfennrannvro istorel
broTurkia
deskrivet gantPauly–Wissowa
Karia, en Azia Vihanañ
Karia, en Azia Vihanañ
Kêrioù Karia
Kêrioù Karia
2 images

Karia (Καρία e henc'hresianeg, Karya e turkeg) a oa ur vro gozh, pe ur broviñs, e mervent Azia Vihanañ, etre Likia er reter, Frigia en hanternoz, Lidia er c'hornôg, ha Mor Egea er c'hreisteiz.

Hervez Herodotos e oa Minoiz a orin e oa tud Karia. Int avat a lavare e oant tud eus Anatolia, aet da voraerien hag e oant kerent d'ar Vysianed ha da dud Lidia.

Hellened Ionia ha Doria eo a drevadennas ar c'hornôg anezhi hag en em veskas gant tud Karia evit sevel stadoù hellen nevez, en o zouez kêrioù Knidos, pe Halikarnassos. Karianed a veze graet eus an dud orin degouezhet er vro a-raok an Hellened.

Pa deuas ar Bersed e voe savet ur satrapiezh ganto. Ar satraped avat en em zalc'he evel rouaned, evel Mausolos pe e wreg Artemisia II. Gant an impalaeriezh roman e oa ur broviñs roman en Azia.

Kêrioù

Tud

  • Herodotos,
  • Mausolos, satrap Karia er IVvet kantved kent JK
  • Artemisia II, c'hoar ha pried da Mausolos, satrapez Karia etre 352 ha 350 kent JK
  • Ada Karia, c'hoar da Mausolos ha satrapez Karia e 344 kent JK
  • Mélancomas Karia, dornataer, trec'h e meur a emgann hep skeiñ taol ebet.

Read next

In 54 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article