factograf
BR
Sign in

Ian Fleming

Ian Fleming

Key facts

deiziad ganedigezh28 Mae 1908
deiziad ar marv12 Eost 1964
bet war ar studi eEton
micherkazetenner, skrivagner, romanter
lec'h ganedigezhMayfair
lec'h ar marvCanterbury
Delwenn Ian Fleminggant ar c'hizeller Anthony Smith
Delwenn Ian Fleminggant ar c'hizeller Anthony Smith

Ian Lancaster Fleming, ganet d'an 28 a viz Mae 1908 e karter Mayfair e Londrez hag aet da Anaon d'an 12 a viz Eost 1964 e Canterbury, a oa ur skrivagner, kazetenner ha spier saoz.
Brudet-bras eo evit bezañ bet krouet an dudenn James Bond ha skrivet un heuliad romantoù diwar-benn e haroz.

Buhez

Fleming a oa ganet en ur familh pinvidik liammet ouzh an ti-bank Robert Fleming & Co.. E dad a oa ezel eus ar Parlamant evit pastell Henley eus 1910 betek e varv war Talbenn Kornôg ar C'hentañ Brezel-bed. Skoliataet e voe Fleming en Eton, Sandhurst hag ur pennadig amzer e skolioù-veur München ha Geneva. Goude-se en devoa graet meur a labour a-raok kregiñ gant ar skrivañ.

E-pad ma oa o labourat evit an Naval Intelligence Division saoz e-pad an Eil brezel-bed, Fleming en devoa kemeret perzh en Oberiadur-brezel Goldeneye ha krouidigezh ha diwallerezh div unvez spiañ, ar 30 Assault Unit ha T-Force. E amzer soudard e-pad ar brezel hag e labour evel kazetenner o deus pourchaset dezhañ un anaoudegezhioù gwirion eus ar munudoù evit e romantoù James Bond.

Fleming a oa ur butuner hag ever daonet e-pad un darn eus e vuhez. Marvet eo trumm gant un taol-kalon e 1964, oadet e oa a 56 vloaz.
Daou eus e romantoù James Bond zo bet embannet goude e varv. Skrivagnerien all o deus skrivet romantoù James Bond ouzhpenn e re. Haroz Fleming zo bet c'hoariet gant seizh aktour disheñvel e filmoù brudet.

Fleming en devoa skrivet e gentañ romant, Casino Royale, e 1952. Berzh bras a reas, teir gwech e voe advoullet ken bras e oa ar goulenn. Unnek romant a voe en heuliad romantoù James Bond, gant div zastumadenn istorioù berr embannet e 1953 ha 1966. Ar romantoù a gont istor James Bond, un ofiser er Secret Intelligence Service, berraet en MI6. Bond zo brudet ivez dre ar c'hod, 007, hag a zo bet commander er Royal Naval Reserve.

Read next

In 92 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article