Hunedoara zo ur gêr eus Roumania, e distrig Hunedoara. Emañ e mervent Treuzsilvania.
E kêr emañ Kastell Hunedoara, ur c'hastell gotek hag a voe distrujet pemp gwech gant an tan hag adsavet bep taol gant pennadurezhioù Aostria-Hungaria gwechall ha Roumania diwezhatoc'h. Ur greizenn a bouez e oa Hunedoara evit labour an houarn hag evit kenwerzh ar vro tro-dro. E-pad pell e oa e Hunedoara brasañ labouradeg dir Roumania, a-raok ma voe savet unan vrasoc’h e Galați; abaoe dispac’h 1989 avat n’eo ket ken pouezus ar vetalouriezh.
Poblet eo Hunedoara gant roumanegerien dreist-holl, ha minorelezhioù hungarek, alamanek ha Romed zo ivez.
