factograf
BR

Hauts-de-Seine

Hauts-de-Seine

Key facts

poblañs1 654 712
gorread176km²
natur an elfenndepartamant
broFrañs
kêr-bennNanterre
deiziad krouiñ1 Genver 1968

Hauts-de-Seine Hauts-de-Seine Melestradurezh Riez  Frañs Rannvro Enez-Frañs Pennlec'h
(prefeti) Nanterre Isprefetioù Antony
Boulogne-Billancourt Prezidant ar c'huzul-departamant Patrick Devedjian (UMP) Prefed Pierre Soubelet Kod EBSSA 92 Kod ISO 3166-2 FR-92 Kod Eurostat NUTS-3 FR105 Poblañsouriezh Poblañs 1 647 435 ann. (2022) Stankter 9 360 ann./km² Douaroniezh Kenurzhiennoù 48° 49′ 59″ Norzh
2° 12′ 00″ Reter
/ 48.833, 2.2
Gorread 176 km² Adrannoù Arondisamantoù 3 Pastelloù-bro 13 Kantonioù 23 Etrekumuniezhioù 1 Kumunioù 36 kemmañ 


An Hauts-de-Seine (distaget) a zo unan eus an departamantoù savet e 1968 en-dro da gêr Bariz, er rannvro Enez-Frañs. Nanterre eo ar pennlec'h anezhañ. Savet eo bet diwar an departamant kozh Seine ma oa Pariz ar pennlec'h anezhañ, hag un toullad kumunioù eus ar Seine-et-Oise. An niverenn 92 a zo roet dezhañ. Dont a ra e anv — Uhelennoù Saena — eus hini ar stêr Seine.

Unan eus an departamantoù pinvidikañ a zo e Bro-C'hall eo: eno emañ sez un toullad chadennoù skinwel gall, hag eno e vez marilhet ar muiañ a girri-tan.

Istor

E-pad meur a vloaz eo bet dalc'het an departamant gant ur skipailh renet gant Charles Pasqua, bet prezidant ar SAC a-raok bezañ ministr an Diabarzh. Nicolas Sarkozy a oa prezidant Kuzul an Departamant betek miz Mae 2007. Anvet da brezidant Bro-C'hall en doa roet e zilez.

Arondisamantoù an Hauts-de-Seine

Liammoù diavaez

  • Lec'hienn ar C'huzul-departamant
  • Lec'hienn ar stad en departamant (prefeti)
  • Touristañ en Hauts-de-Seine

Read next

In 94 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article