factograf
BR
Sign in

Harz-lamm

Harz-lamm

Un harz-lamm (liester: harzoù-lamm) a zo ur seurt ardivink a dalvez da c'horrekaat diskenn tud pe traoù o kouezhañ eus an uhel. Dre vras e vez graet gant ur seurt bolz ront pe skouergornek, en un danvez skañv ha solut (niloñs alies bremañ), ha kerden a vez lakaet un den pe traoù a-istribilh outi. Graet e vez gant harzoù-lamm evit meur a dra: tud, traoù a bep seurt (pakadennoù...), bombez, pe egorlistri.

En arme e kaver harzlammerien, hag e bed ar sportoù ivez: an harzlammerezh a vez graet eus an obererezh-mañ, ha sportoù all ha dudi a bep seurt a zo deveret dioutañ: ar bolc'haskellañ, ar base jump, an harzhlammerezh pignat, ar speed riding, ar c'hite-surf hag ar snowkite.

Skeudennoù

Un harzlammer o touariñ gant un harz-lamm sport.
Un harzlammer o touariñ gant un harz-lamm sport.
Un nijerez emgann gant un harz-lamm gorrekaat ouzh he lost evit gallout pradañ war roudennoù berr.
Un nijerez emgann gant un harz-lamm gorrekaat ouzh he lost evit gallout pradañ war roudennoù berr.
Ar glozenn Apollo 15 a-istribilh ouzh tri harz-lamm a-benn diskenn war c'horre ar mor. Unan anezho a zo c'hwitet.
Ar glozenn Apollo 15 a-istribilh ouzh tri harz-lamm a-benn diskenn war c'horre ar mor. Unan anezho a zo c'hwitet.
3 images

Read next

In 88 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article