factograf
BR

teñzor e Mojenn Roue Arzhur

Graal

Graal
Erruout a ra Perceval e kastell ar Graal evit bezañ degemeret gant ar Roue Pesketaer en ur skeudenn evit un dornskrid Perceval, Istor ar Graal gant Chrétien de Troyes (1330)
Erruout a ra Perceval e kastell ar Graal evit bezañ degemeret gant ar Roue Pesketaer en ur skeudenn evit un dornskrid Perceval, Istor ar Graal gant Chrétien de Troyes (1330)

Ar Graal pe ar Graal Santel eo an anv a vez graet, e Mojenn Arzhur hag e mojennoù diwar-benn marc'heien an Daol Grenn, eus an teñzor burzhudus. Adalek penn kentañ an XIIIvet kantved e kroger da lavaret eo ar c'halir ma voe dastumet gant Jozeb Arimatia gwad Jezuz-Krist p’edo ouzh ar groaz.

Hengounioù liesseurt a zispleg ar Graal Santel evel ur werennad, ur plad pe ur maen gant galloudoù yac'haat burzhudus, a ginnig a-wechoù yaouankiz pe ur boued peurbadus en ur fonnder difin, gwarezet alies dindan evezh ar Roue Pesketaer ha lec'hiet e kastell kuzhet. Dre heñvel, kement tra pe pal diaes da gaout a bouez bras a c'hell bezañ gwelet evel ur graal santel gant ar re a glask kement-se.

Read next

In 67 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article