
Kêrioù
Istor
Pa voe adc'hraet rannadur ar proviñsoù dindan Diocletianus e voe rannet Gallaecia etre Lucensis, Bracarensis hag Asturicensis. Er IVe kantved e voe staget ivez conventus Cluniacenesis ha gant-se holl hanternoz Hispania.
Aloubet e voe ar vro gant Sueved hag a savas ur rouantelezh enni, e 410.
Yezh
Ur yezh keltiek, gallaeg, a veze komzet ganto, ha roud a chom en anvioù tud.