factograf
BR
Sign in

Gabriel Fahrenheit

Gabriel Fahrenheit

Key facts

deiziad ganedigezh24 Mae 1686
deiziad ar marv16 Gwengolo 1736
lec'h ganedigezhGdańsk
lec'h ar marvDen Haag
Prizioù resevetezel eus ar Royal Society
oberenn heverkDerez Fahrenheit
Gabriel Fahrenheit
Gabriel Fahrenheit
Gabriel Fahrenheit
Ganet 24 a viz Mae 1686
Dantzig ()
Marvet 16 a viz Gwengolo 1736
Den Haag ()
Broadelezh Republik an Div Vroad
Tachennoù fizik
Oberennoù heverk Derez Fahrenheit
Prizioù ezel eus ar Royal Society
kemmañ 

Daniel Gabriel Fahrenheit a zo ur fizikour alaman ganet d'ar 24 a viz Mae 1686 e Dantzig (Gdańsk hiziv an deiz) e Polonia. Marvet eo d'ar 16 a viz Gwengolo 1736 e Den Haag (Izelvroioù). Ar skeul temperadur en e anv en deus ijinet.

En em staliañ a reas en Izelvroioù. Ijiner an aerometr hag ar gwrezverker merkur en e anv eo: e wrezverker a zo rannet etre 212 derez; e pennoù hennezh emañ tommder an dour o virviñ hag hini ar yenijenn vrasañ produet gant ur meskaj erc'h ha hoalen amoniak: ar poent 0 er gwrezveker kantvedennel a zo kevatal d'an 32° war skeul Fahrenheit. 100 °F eo temperadur ur marc'h yac'h. E wrezverkoù kentañ 'oa leuniet gant etanol, met disoc'hoù gwelloc'h n'oa gant merkur. Ijinet n'eus ivez ur gleborverker gwellaet. E 1714 ec'h ijin ar gwrezverker gentañ modern gant merkur.

Implijet 'veze kalz e wrezverkoù e Europa a-raok ma emgavje an derez Celsius. E skeul temperadur a vez implijet c'hoazh an deiz a hiriv e Amerika an Norzh hag e Jamaika.

Read next

In 81 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article