factograf
BR
Sign in

Fungi

Fungi

Key facts

natur an elfenntakson
anv skiantelFungi
renk taksonomekrenad
deskrivet gantOttův slovník naučný

Foue ar ra ar vevoniourien eus ar boudoù a ya d'ober ar riezad Fungi en damani anvet Eukaryota.
Ledan-meurbet eo ar riezad-se, pa gaver enni ar goell, al louedoù, ar mildiou, ar mergl, ar c'horbon, ar penndu hag ar c'hebell-touseg a zebromp. Foue unkelligek zo, lod all zo bras-kenañ. Meur a zoare kelc'hiad bevañ zo dezho, meur a stumm ha meur a endro. Hervez ar skiantourien ez eus etre 2,2 ha 3,8 milmilion a spesadoù er riezad. Nevez zo ez eo bet adsavet rummadur filogenetek riezad ar foue, a zo rannet bremañ en 1 isriezad, 7 skourrad ha 10 iskourrad; war-dro 120 000 spesad zo bet deskrivet betek-henn.

Disrann diouzh hini al loened ha hini ar plant eo riezad ar foue, abalamour d'ar c'hitin (un doare glukoz) a zo e speurennoù o kelligoù evel en ezrelegenn an amprevaned hag ar c'hresteneged.
Evel al loened e kavont o boued dre lonkañ molekulennoù a zileizhont dre enzimoù a strewont tro-dro dezho, ha neket dre luc'hgenaoz evel ar plant. Evel ar plant avat, ne fiñvont ket. Kas a reont spor dre avel pe zour evit gouennañ. Ar foue eo a zispeur an darn vrasañ eus an organegoù marv en natur.
Abalamour da gement-se ha da berzhioù all ez eo bet renket ar foue en ur strollad boudoù anvet Eumycota (foue gwir) hag o deus un hendad boutin dezho; gwechall e veze renket ar foue gant ar plant, hogen abaoe diorroadur ar genetik e ouzer ez int tostoc'h d'al loened.

Er bed a-bezh e kaver foue, met kuzh eo an darn vuiañ anezho dre ma'z int bihan ha ma vevont kuzhet en douar pe en organegoù marv. Kalz anezho zo kedvevat, da lavarout eo e kenvevont gant plant, loened pe foue all; lod zo arvevat ouzh boudoù all. Ar pezh a welomp anezho eo o frouezh, a anvomp kebell-touseg, bonedegoù (Boletus sp.), morukl (Morchella sp.), puferigoù (Lycoperdon sp.), hag all.

Diwar foue e farder kement boued a lakaer da c'hoiñ: bara, bier, gwin ha lipig soja, da skouer. Diwarno ivez e vez kenderc'het bevastalerioù, dilastezerioù ha skurierioù.
Lod foue zo ker pistrius ma c'hallont lazhañ un den, lod all a lakaer da zrammoù abalamour d'o ferzhioù bredwezher, lod all c'hoazh a c'hall diskar traezoù ha savadurioù.

Doareoù pennañ

Hifennoù (pe gwiennoù) foue
Hifennoù (pe gwiennoù) foue

A-raok ma vefe gouest mab-den da zielfennañ an TDN e veze renket ar foue gant ar plant, evit meur a abeg: chom a reont el lec'h ma vevont, en douar e kreskont peurliesañ, hag e frouezhont.
Hiziv e ouzer e tiforc'has ar foue diouzh ar plant hag al loened en Neoproterozoeg, da lavarout eo war-dro ur milmilion a vloavezhioù zo. Lod eus o doareoù zo kar da re organegi all ha lod all zo dibar dezho, ar pezh o disrann diouzh ar riezadoù all.
Setu amañ un nebeud eus ar perzhioù-se.

Doareoù boutin
  • Gant eukarioted all: speurennek eo o c'helligoù; kromozomoù o deus; TDN o deus.
  • Gant al loened: n'o deus kloroplast ebet; heterotrofek int.
  • Gant ar plant: speurennek eo o c'helligoù; vakuolennoù o deus; gouennañ a reont koulz en un doare revel hag anrevel; spor a genderc'hont; haploidel eo o nukleusoù.
  • Gant lod bakteri: bevenaoz, e lod foue (em em voueta a reont dre dreuzfurmiñ organegoù all).
  • Gant lod plant ha loened: bevdreluc'hañ (tremen 70 spesad foue a daol gouloù en deñvalijenn).
Doareoù dibar
  • Lod spesadoù a gresk e stumm goell hag a ouenn dre vroñsañ pe emrannañ; lod all zo unkellgig met a c'hall kemer ur framm neudennek mar kemm o endro.
  • Glukan ha kitin a ya d'ober speurennoù keligoù ar foue, pa n'eus nemet glukan er plant ha kitin e lod loened; n'eus kelluloz ebet er foue.
  • Ne c'hall ket ar foue treuzkas dour ha bouedennoù betek pell; lod anezho neuze a gas un doare gwizioù evit bastañ d'o ezhommoù.

Annezva

Er bed a-bezh ez eus foue, betek en dezerzhioù, strad ar morioù, al lec'hioù sall-meurbet hag ar re a zo skinataet. Lod o deus dreistbevet er skinoù uslimestra hag er skinoù kosmek.
War an douar e vev ar pep muiañ eus ar foue, hogen lod a vev en douar hag en dour, pe en dour hepken.

Skeudennaoueg

Agaricaceae Lycoperdon perlatum
AgaricaceaeLycoperdon perlatum
Amanitaceae Amanita muscaria amanit lazh-kelien
AmanitaceaeAmanita muscariaamanit lazh-kelien
Bankeraceae Hydnellum ferrugineum
BankeraceaeHydnellum ferrugineum
Boletaceae Boletus calopus
BoletaceaeBoletus calopus
Cantharellaceae Cantharellus cibarius
CantharellaceaeCantharellus cibarius
Clavariaceae Clavulinopsis corallinorosacea
ClavariaceaeClavulinopsis corallinorosacea
Cortinariaceae Cortinarius archeri
CortinariaceaeCortinarius archeri
Geoglossaceae Geoglossum umbratile'
GeoglossaceaeGeoglossum umbratile'
Helotiaceae Bisporella citrina
HelotiaceaeBisporella citrina
Hydnangiaceae Laccaria laccata
HydnangiaceaeLaccaria laccata
Leotiaceae Leotia viscosa
LeotiaceaeLeotia viscosa
Morchellaceae Morchella esculenta
MorchellaceaeMorchella esculenta
12 images

Setu amañ un nebeudig spesadoù foue, renket dre c'henadoù.

  • Bukit war ur skeudenn dawelout he alc'hwez.

Read next

In 191 languages

brAfrikaansAlemannischአማርኛaragonésअंगिकाالعربيةالدارجةمصرىঅসমীয়াasturianuAtikamekwazərbaycancaتۆرکجهбашҡортсаBasa BaliBoarischžemaitėškaBikol Centralбеларуская (тарашкевіца)беларускаябългарскиবাংলাbosanskiбуряадcatalà閩東語 / Mìng-dĕ̤ng-ngṳ̄CebuanoᏣᎳᎩکوردیcorsuqırımtatarcačeštinakaszëbscziчӑвашлаCymraegdanskdagbanliDeutschdolnoserbskiΕλληνικάemiliàn e rumagnòlEnglishEsperantoespañoleestieuskaraestremeñuفارسیsuomivõroføroysktfrançaisNordfriiskFryskGaeilgekriyòl gwiyannenGàidhliggalegoگیلکیAvañe'ẽGaelg客家語 / Hak-kâ-ngîעבריתहिन्दीFiji HindihrvatskihornjoserbsceKreyòl ayisyenmagyarհայերենԱրեւմտահայերէնinterlinguaBahasa IndonesiaInterlingueIlokanoгӀалгӀайíslenskaitaliano日本語PatoisJawaქართულიGĩkũyũқазақшаಕನ್ನಡYerwa Kanuri한국어kurdîkernowekкыргызчаLatinaLëtzebuergeschлезгиLingua Franca NovaLimburgsLigureLadinlombardlingálalietuviųlatviešuмокшеньMalagasyмакедонскиമലയാളംмонголमराठीBahasa Melayuမြန်မာဘာသာэрзяньمازِرونیNāhuatlNapulitanoPlattdüütschनेपालीनेपाल भाषाLi NihaNederlandsnorsk nynorsknorskDiné bizaadoccitanlivvinkarjalaOromooиронਪੰਜਾਬੀKapampanganpolskiPiemontèisپنجابیپښتوportuguêsRuna Simiromânăрусскийрусиньскыйसंस्कृतम्саха тылаsardusicilianuScotsسنڌيdavvisámegiellasrpskohrvatski / српскохрватскиTaclḥitසිංහලSimple EnglishslovenčinaslovenščinaanarâškielâSoomaaligashqipсрпски / srpskiSeelterskSundasvenskaKiswahiliślůnskiதமிழ்ತುಳುతెలుగుтоҷикӣไทยTagaloglea faka-Tongatoki ponaTürkçeтатарча / tatarçaудмуртئۇيغۇرچە / Uyghurcheукраїнськаاردوoʻzbekcha / ўзбекчаvènetoTiếng ViệtVolapükwalonWinaray吴语хальмгisiXhosaმარგალურიייִדישYorùbáVahcuengh文言閩南語 / Bân-lâm-gí粵語中文isiZulu

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article