factograf
BR

Firefox

Firefox

Key facts

deiziad krouiñ23 Gwengolo 2002
deiziad embann2002
natur an elfennMerdeer
deskrivet gantThe varying openness of digital open science tools

Firefox, Mozilla Firefox a zo ur merdeer web digoust, diorroet ha dasparzhet gant Mozilla Foundation sikouret gant kantadoù a dud a youl vat a-drugarez da doareoù diorroiñ ar poellad frank/open source ha da frankiz e god tarzh.

En deroù e oa Firefox ur programm derevet eus ar poellad Mozilla (anvet SeaMonkey hiziv an deiz), met ennañ an arc'hwelioù merdeiñ nemetken.
Ar poellad liessavennek-mañ a zo kenglotus gant stummoù disheñvel Microsoft Windows, Mac OS X ha GNU/Linux. Lakaet eo bet war reizhadoù korvoiñ disheñvel, ar pezh a zo posupl gant ar c'hod tarzh a zo lakaet e kerzh dindan tri lañvaz disheñvel er memes koulz (MPL, GPL et LGPL).

Ar poellad-mañ en deus bet ur berzh kreskus abaoe e embannadur, o tipaseal an hanter-miliard a pellgargadurioù e C'hwevrer 2008. Memes ma ne ziskouez ket an niver-mañ an niver gwirion a implijerien e deuet Firefox deuet da vezañ buan-tre kevezer brasañ Internet Explorer, merdeer web Microsoft.

Savennoù a c'hell lakaat Mozilla Firefox da dreiñ

Firefox a zo ur poellad a dro war un niver bras a reizhadoù korvoiñ.
Tu zo neuze da staliañ Firefox war ar reizhadoù da-heul:

Lakaet war reizhadoù all evel FreeBSD, OS/2, Solaris, IRIX, RISC OS, SkyOS, BeOS, Windows XP 64 ha Windows Vista 64 bit.

Arc'hweladurioù

Ar merdeer a c'hell bezañ implijet adalek un diazez glanaet. Kentoc'h eget bezañ roet gant un niver bras a dibarzhioù, Firefox en deus kantadoù a plug-inoù ha temoù grafek, evit ma vefe tu d'an implijer da lakaat anezhañ evel m'en deus c'hoant. Un nebeud arc'hweladurioù a vez kavet er stumm glan:

  • Ar merdeiñ dre ivinelloù (tab);
  • Un harzer pop-up;
  • Ur reizhiad lusker enklask;
  • Sinedoù dialuskel (lenner lanvioù RSS hag Atom);
  • Ur reizher reizhskrivañ;
  • Ur sil eneppesketa;
  • Kenglotus IPv6

Doujañs da skouer ar Web

Ar Mozilla Foundation, a-drugarez d'e lusker framm Gecko, a heuilh en e boelladoù ar reoladoù ha skouerioù digor, da gentañ reoù ar World Wide Web Consortium.
Neuze, Mozilla Firefox a harp skouerennoù ar Web evel HTML, CSS, XHTML, XML, JavaScript, met ivez DOM, MathML, XSL pe c'hoazh XPath.

Ar prouad Acid2 a zo bet tremenet abaoe an 3 stumm, padal ez eo an test Acid3 n'eo tremenet ul lodenn nemetken, gant 93% evit stumm diwezhañ ar poellad (Firefox 3.5). Hogen, an disoc'h-mañ a vez o kreskiñ dibaouez (94/100 evit ar 3.6 beta3).

Evel lodenn vrasañ ar merdeerien a-vremañ, Firefox a zo gouest da ziskouez skeudennoù gant an treuzwelladur e PNG.

Notennoù ha daveoù

Daveoù da stummoù Firefox
Daveoù d'an niver a bellgargadennoù Firefox

Read next

In 135 languages

brAfrikaansAlemannischአማርኛaragonésالعربيةمصرىঅসমীয়াasturianuअवधीazərbaycancažemaitėškaбеларуская (тарашкевіца)беларускаябългарскиবাংলাbosanskicatalàکوردیčeštinakaszëbscziчӑвашлаCymraegdanskDeutschZazakidolnoserbskiडोटेलीΕλληνικάEnglishEsperantoespañoleestieuskaraفارسیsuomiføroysktfrançaisfurlanFryskGaeilgeGàidhliggalegoگیلکیAvañe'ẽHawaiʻiעבריתहिन्दीhrvatskihornjoserbscemagyarհայերենԱրեւմտահայերէնinterlinguaBahasa IndonesiaIlokanoIdoíslenskaitaliano日本語JawaქართულიTaqbaylitқазақшаಕನ್ನಡ한국어کٲشُرkurdîLatinaLadinoLëtzebuergeschLigurelombardlingálalietuviųlatviešuमैथिलीMalagasyмакедонскиമലയാളംмонголमराठीBahasa Melayuမြန်မာဘာသာمازِرونیनेपालीNederlandsnorsk nynorsknorskoccitanOromooиронਪੰਜਾਬੀpolskiپنجابیportuguêsRuna SimiromânăрусскийsardusicilianuScotssrpskohrvatski / српскохрватскиසිංහලSimple EnglishslovenčinaslovenščinaSoomaaligashqipсрпски / srpskiSundasvenskaKiswahiliślůnskiதமிழ்తెలుగుтоҷикӣไทยTagalogtoki ponaTürkçeтатарча / tatarçaукраїнськаاردوoʻzbekcha / ўзбекчаvènetovepsän kel’Tiếng ViệtWest-VlamsWinaray吴语ייִדיש閩南語 / Bân-lâm-gí粵語中文

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article