factograf
BR
Sign in

Fariseed

Fariseed

Ar Fariseed a oa ul luskad sokial hag ur skol-breder e Palestina da vare Yuzevegezh an Eil Templ. Goude distruj an eil templ e voe al luskad-se diazez krouidigezh ar Yuzevegezh rabinek a-vremañ.

Brudet int evit o stourm a-enep luskadoù all eus buhez Yuzevien ar mare-se, stourmoù deuet grevusoc'h gant aloubadegoù ar Romaned. Enebet e voent ouzh luskadoù all (Sadukeed) abalamour ma oant a-enep hellenekadur ar vro, lakaat a raent pouez war traoù all er vuhez relijiel estreget an Templ ha degemer a raent un darn komzet eus an Torah ha doareoù disheñvel da zisklêriañ an destenn ha diwar neuze e tegemerent kredennoù evel adsavidigezh an eneoù a varv da vev da skouer.

Hervez an istorour Flavius Josephus, a greder e oa Farise e-unan, e oa harpet ar Fariseed gant ar bobl tra ma oa ar Sadukeed uhelidi kentoc'h. Hervezañ e vije bet tro-dro 6000 Farise er vro a-raok distruj an Templ.

Anavezet int ivez dre an Avieloù a gont o eneberezh ouzh Yann ar Badezour ha Jezuz Nazaret. Kompren a c'heller ivez e oa an abostol Paol Tars ur Farise. Taolennet e vezont en un doare negativel en Testamant Nevez pa ne vezont ket anvet, met hiniennoù zo a zo bet taolennet en un doare pozitivel diouzh o doare da zegemer prezeg Jezuz, evel Jozeb Arimatia


 יהדות • Yuzevegezh 
613 Mitzvot • Halac'ha • Kabbala • Midrash • Minhag • Talmud • Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim) • Targoum
Strolladoù sokial-sevenadurel
Achkenazed • Djouhouried • Mizrac'hed • Samaritaned • Sefaraded
Istor ar Yuzevien
Brezelioù yuzev-roman • Diaspora • Harlu Babilon • Istor ar Yuzevien er Grennamzer • Istor ar Yuzevien en Henamzer • Templ Jeruzalem
Istor ar Yuzevien dre vro
Alamagn • Breizh • Broioù muzulman • Frañs • Israel • Polonia • Rusia • Spagn • Stadoù-Unanet
Kredennoù yuzevek
Adgroueouriezh yuzev • Esened • Fariseed • Karaegezh • Kristeniezh kentidik • Ortodoksiezh yuzev • Sadukeed • Samaritanegezh • Yuzevegezh an Eil Templ • Yuzevegezh adreizhet • Yuzevegezh frankizour • Yuzevegezh kentidik • Yuzevegezh virour • Zeloted
Lidoù
Listenn pedennoù ha bennozhioù yuzev
Yezhoù yuzev
Bouc'horeg • Djidieg • Grouzineg • Hebraeg • Ladinoeg • Yideg • Yuzev-tateg
Strolladoù politikel er yuzevegezh
Aliyah • Brezel israelat-arab • Bund • C'hasidegezh • Dishualidigezh ar Yuzevien • Haskalah • Hasmoneed • Istor ar sionouriezh • Istor Stad Israel • Kibboutz • Sanhedrin • Sionouriezh • Trevadennoù yuzevek e Palestina
Heskinerezh ar Yuzevien
Enepyuzevegezh • Shoah

Read next

In 74 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article