factograf
BR

Facebook

Facebook

Key facts

deiziad krouiñ4 Cʼhwevrer 2004
natur an elfennservij rouedadoù sokial, lec'hienn Web, mediaoù sokial
diazezerMark Zuckerberg
aozerMark Zuckerberg


Facebook zo ur rouedad sokial, bet krouet e 2004 war ar Genrouedad gant Mark Zuckerberg, ha perc’hennet gant Meta Platforms. Bodañ tud tost pe zianav eo he fal, dre skignañ titouroù a bep seurt embannet gant ar wiaderien. Digor eo d'an holl abaoe miz Gwengolo 2006. Ouzhpenn ur miliard a izili he deus abaoe miz Here 2012 dre ar bed. An eil lec'hienn muiañ gweladennet eo, goude google.com, hervez Alexa Internet).

E Skol-veur Harvard e voe krouet Facebook: rouedad sokial ar studierien a oa er penn-kentañ kent bezañ digor d'ar skolioù-meur amerikan all. Tennet eo e anv eus an albomoù luc'hskeudennoù a vez graet facebooks anezho e saozneg, a zo poldredaouegoù ar skolajidi, likezidi pe studierien a vez roet dezho e fin pep bloavezh-skol.

Embannet en doa an embregerezh Facebook d'an 2 a viz Here 2008 e oa o vont da lakaat e sez etrebroadel e Dulenn en Iwerzhon evit marc'hadoù Europa, Afrika hag ar Reter-Kreiz. E 2012 e voe lakaet Facebook er Yalc'h, ha talvoudekaet eo bet da 104 miliard a zollaroù.

D’an 28 a viz Here 2021 eo bet adanvet an embregerezh Facebook e Meta Platforms, anavezetoc’h evel Meta, evit kreizañ e oberoù war ar metaverse; anv ar rouedad sokial a chom Facebook.

Yezhoù

Troet eo bet al lec'hienn e 121 yezh evit poent. Abaoe an 3 a viz Here 2014 e c'haller dibab ar brezhoneg a-douez al listennad yezhoù kinniget.

E spagnoleg hag en alamaneg da gentañ e oa bet troet al lec'hienn e miz c'hwevrer 2008. Bremañ emañ en holl yezhoù "bras" ha muioc'h-muiañ a yezhoù "bihan" a zo kinniget; an esperanteg eo bet e-touez ar re gentañ.

Goulenn a ra Facebook digant e implijerien sikour evit treiñ e getal en o yezh vamm. Pep den a c'hall kinnig un droidigezh eus ar frazennoù orin e saozneg. Votiñ a ra ar genrouedaderien evit an hini a welont evel an hini wellañ.

E 2012 e voe ul lañs evit kaout an aotre da dreiñ Facebook e brezhoneg, ha krouet e voe bet ur strollad, en deus tizhet muioc'h eget 10 000 ezel e deroù 2013. Respontet eo bet gant ofisielidi Facebook e vije ret gortoz pell a-walc'h peogwir a oa dija meur a yezh war ar renk. Kenderc'hel a ra ar strollad da vodañ tud c'hoazh ha deuet eo da vezañ ul lec'h ma eskemm brezhonegerien ar rouedad kenetrezo.

Media

Awenet eo bet ar sinema hag ar skinwel gant Facebook, da skouer The Social Network, ur film skignet e miz Here 2010, pe c'hoazh pennad 4 ar 14vet koulzad er stirad South Park, "0 mignon hoc'h eus" e ditl (ul luadenn eus Facebook eo).

Gwelit ivez

Liammoù diavaez

  • Lec'hienn ofisiel

Read next

In 227 languages

brAcèhAfrikaansAlemannischአማርኛaragonésÆngliscالعربيةالدارجةمصرىঅসমীয়াasturianuаварअवधीazərbaycancaتۆرکجهBasa BaliBoarischžemaitėškaBikol Centralбеларуская (тарашкевіца)беларускаяBetawiбългарскиभोजपुरीBanjarပအိုဝ်ႏဘာႏသာႏবাংলাbòo pìkkàbosanskicatalà閩東語 / Mìng-dĕ̤ng-ngṳ̄нохчийнCebuanoᏣᎳᎩTsetsêhestâheseکوردیčeštinakaszëbscziсловѣньскъ / ⰔⰎⰑⰂⰡⰐⰠⰔⰍⰟчӑвашлаCymraegdanskdagbanliDeutschThuɔŋjäŋZazakiडोटेलीދިވެހިބަސްΕλληνικάemiliàn e rumagnòlEnglishEsperantoespañoleestieuskaraestremeñuفارسیsuomiføroysktfrançaisarpetanFryskGaeilge贛語galegoAvañe'ẽ𐌲𐌿𐍄𐌹𐍃𐌺ગુજરાતીwayuunaikiGaelgHausa客家語 / Hak-kâ-ngîעבריתहिन्दीFiji HindihrvatskimagyarհայերենԱրեւմտահայերէնinterlinguaJaku IbanBahasa IndonesiaInterlingueIñupiatunIdoíslenskaitalianoᐃᓄᒃᑎᑐᑦ / inuktitut日本語JawaქართულიQaraqalpaqshaTaqbaylitадыгэбзэKabɩyɛTyapқазақшаភាសាខ្មែរಕನ್ನಡYerwa Kanuri한국어کٲشُرRipoarischkurdîкыргызчаLatinaLadinoLëtzebuergeschLingua Franca NovaLimburgslombardລາວlietuviųlatviešuMadhurâमैथिलीMalagasyолык марийMinangkabauмакедонскиമലയാളംмонголဘာသာမန်मराठीBahasa MelayuMaltiမြန်မာဘာသာэрзяньمازِرونیNedersaksiesPlattdüütschनेपालीनेपाल भाषाLi NihaNederlandsnorsk nynorsknorskߒߞߏNouormandDiné bizaadChi-ChewaoccitanOromooଓଡ଼ିଆиронਪੰਜਾਬੀPangasinanKapampanganPapiamentuNaijáDeitschpolskiPiemontèisپنجابیپښتوportuguêsRuna Simirumantschromani čhibromânăрусскийIkinyarwandaसंस्कृतम्саха тылаᱥᱟᱱᱛᱟᱲᱤsicilianuScotsسنڌيdavvisámegiellasrpskohrvatski / српскохрватскиTaclḥitတႆးසිංහලSimple EnglishslovenčinaslovenščinaGagana SamoaanarâškielâSoomaaligashqipсрпски / srpskiSeelterskSundasvenskaKiswahiliꠍꠤꠟꠐꠤślůnskiSakizayaதமிழ்ᥖᥭᥰ ᥖᥬᥲ ᥑᥨᥒᥰతెలుగుtetunтоҷикӣไทยትግርኛTürkmençeTagalogtolışitoki ponaTürkçeтатарча / tatarçachiTumbukaTwiтыва дылудмуртئۇيغۇرچە / Uyghurcheукраїнськаاردوoʻzbekcha / ўзбекчаvènetovepsän kel’Tiếng ViệtWest-VlamsVolapükwalonWinaray吴语მარგალურიייִדישYorùbáⵜⴰⵎⴰⵣⵉⵖⵜ ⵜⴰⵏⴰⵡⴰⵢⵜ文言閩南語 / Bân-lâm-gí粵語中文isiZulu

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article