factograf
BR

Erich Ludendorff

Erich Ludendorff

Key facts

deiziad ganedigezh9 Ebrel 1865
deiziad ar marv20 Kerzu 1937
micherpolitiker, ofiser
lec'h ar marvMünchen
priedMathilde Ludendorff
Prizioù resevetPour le Mérite

Erich Friedrich Wilhelm Ludendorff (Kruszewnia, anvet Schwersenz da neuze, e rannvro Poznań, 9 a viz Ebrel 1865 – München, 20 a viz Kerzu 1937) a oa ur jeneral alaman hag ur politiker.

E-pad ar Brezel-bed kentañ en doe ul levezon vras war an doare ma voe meret an arme alaman, gant e gomper Paul von Hindenburg, penn an trede Obersten Heeresleitung pe OHL ("Gourc'hemenn kentañ al lu"). Atebek e oa trec'h Emgann Tannenberg ha botezaj Argadenn an Nevezhañv, hag e oa unan eus an dud a savas damkan an Dolchstoßlegende ("mojenn ar goustilhad ouzh ar c'hein"), da lavaret eo lakaat faezhidigezh ar Brezel-bed kentañ war kein an drevourien, an tu-kleiz hag ar Yuzevien alaman). Adal mare Republik Weimar e kemeras perzh gant al luskad Völkisch; impleget e voe gant Putsch Kapp hag e 1923 gant Putsch Hitler. Ezel en Deutschvölkischen Freiheitspartei ("Strollad alaman frankiz ar bobl") e voe, ha diazezour an Tannenbergbund ("Kevread Tannenberg").

Levrlennadur

  • (de) Nebelin, Manfred: Ludendorff — Diktator im Ersten Weltkrieg, Siedler Verlag, 2011 (ISBN 978-3-88680-965-3)

Read next

In 61 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article