factograf
BR

skrivagner, Rouantelezh-Unanet

Elias Canetti

Elias Canetti

Key facts

deiziad ganedigezh25 Gouere 1905
deiziad ar marv14 Eost 1994
bet war ar studi eUniversität Wien
micherskrivagner, dramaour
lec'h ganedigezhRouse
lec'h ar marvZürich

Elias Canetti, ganet e Rouse, e Bulgaria, d'ar 25 a viz Gouere 1905 ha marvet d'ar 14 a viz Eost 1994 e Zürich (Suis), a oa ur skrivagner alamanek tapet priz Nobel al lennegezh gantañ e 1981.

Buhez

E dad e oa Jacques Canetti, ha Mathilde Arditti e oa anv e vamm, hag Elias e oa an henañ eus o zri mab. O hendadoù a oa Yuzevien kaset kuit eus Spagn e 1492. Deuet e oa tiegezh e dad da Rouse eus kêr Adrianople en Impalaeriezh otoman. Dont a ra o anv eus Cañete, diwar anv Cañete, Cuenca, e proviñs Cuenca, e Spagn.

Ganet eo e kêr Rouse, e Bulgaria, war lez ar stêr Donav.

A-hed e vuhez e foetas bro, dre gaer pe dre heg, hag e tremenas dre Manchester, Lausanne, Vienna, Londrez… Keodedad bulgariat e oa er penn-kentañ, ha goude-se breizhveuriat adalek 1952.

Skrivañ a rae en alamaneg. E-touez e oberennoù ez eus pezhioù-c'hoari, arnodskridoù, romantoù (Die Blendung troet e saozneg hag e galleg dindan an titl Auto-da-fé).

Bet en deus priz Nobel al lennegezh e 1981.

Read next

In 88 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article