factograf
BR
Sign in

Dirke

Dirke

Dirke (Δίρκη e henc'hresianeg, da lavarout eo "rannet") a oa eil gwreg Likos, roue Tebai, ha breur da Nikteüs. Lakaat a reas-hi teurel e nizez Antiope, ar wreg kentañ, er vac'h, pa oa bet kaset kuit gant Likos.

Dont a reas Zeus da zivac'hañ Antiope, a dec'has kuit, hag a engehentas daou vab, Amfion ha Zetos. Pa voe deuet bras mibien Antiope e lazhjont Likos, hag e stagjont Dirke ouzh lost un tarv feuls ha dizoñv. Kaset e voe ar rouanez war ar reier ha drailhet he c'horf.

Hag an doueed, truez enne outi, he c'hemmas en ur feunteun a voe roet hec'h anv dezhi, hag a oa nepell diouzh kêr Tebai.

Mojenn ha kristeniezh

"Un Dirke gristen", gant Henryk Siemieradzki
"Un Dirke gristen", gant Henryk Siemieradzki

War a seblant e vije bet awenet gant mojenn Dirke ar re a ijinas stagañ kristenezed ouzh tirvi da vare heskinadur ar gristenien e Roma.

Arz

Dirke, delwenn gant Lorenzo Bartolini, e 1834.
Dirke, delwenn gant Lorenzo Bartolini, e 1834.

Read next

In 29 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article