Ar Colt Python zo ur revolver kambret e .357 Magnum produet gant an embregerezh stadunanat Colt etre 1955 ha 2005 hag abaoe 2020.
Mont en-dro
Ar Colt Python a zo ur revolver daou-ober, dezhañ un daboulin 6 kartouchenn.357 Magnum. Savet eo tro-dro da framm I an embregerezh. Hirderioù kanolioù disheñvel a zo bet gwerzhet evit plijout da implijerien liesseurt (polis, siviled, sportoù tennañ): 2,5 meutad, 3 meutad, 4 meutad, 4,25 meutad, 6 meutad pe 8 meutad. Adalek ar bloavezhioù 1970 e veze reoliet kouch pep Colt Python gant ul laser. Ar wech kentañ eo e veze graet ar reoliadur-mañ evit un arm produet a-rummad. Paouez a reas Colt da broduiñ ar revolver-mañ e 2005 met adkregiñ a rejont e 2020. Adalek ar bloavezh-se e voe kaset produiñ an arm a-drugarez da vekanikoù urzhiet en ur mod niverel a-benn izelaat ar c'houstoù. Simplaet e voe ar wikefre o tennañ 9 fezh diwarni.
Hervez tud ispisializet war an armoù evel ar Saoz Ian Vernon Hogg ez eo ar Colt Python unan eus gwellañ revolverioù an istor.
Implij
Abalamour d'ar Colt Python bezañ un arm koustus a-walc'h n'eo ket bet implijet kalz gant tud a-vicher war-bouez gant un nebeud servijoù polis e stadoù Colorado, Georgia ha Florida. Implijet e voe evel arm personel gant soudarded 'zo da vare Brezel Vietnam ha gant gwarded-korf kannadourien stadunanat.
Er sevenadur
- Ar Colt Python eo arm-dorn nesañ Rick Grimes, haroz an heuliad The Walking Dead.
- Ar c'haner amerikan Elvis Presley a oa un dastumer armoù a blije dezhañ ar Colt Python. Unan a brenas evit e dad-kaer, al letanant-koronal Beaulieu, pa voe anvet da vont da vrezel Vietnam. Ur Colt Python engravet kaer a brofas ivez d'e ward-korf Richard Grob. Gwerzhet e voe e sav-taol e 172 500 $ e 2017.
