factograf
BR
Sign in

Colt M1911

Colt M1911

Key facts

uhelded135mm
natur an elfenndoare arm-tan
tolz1,12 kg
All data from the card 14
Bro
Stadoù-Unanet Amerika
Doare
Pistolenn damaotomatek, un-ober
Mont en-dro
Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munisionoù
.45 ACP (da gentañ)9 mm Parabellum.38 Super Auto.40 S&W10 mm Auto
Produer orin
Colt's Patent Firearms Manufacturing Company
Mare implij
1911–1985 (US Army)
Mas (hep kartouchenn)
1,100 kg
Hirder
216 mm
Hirder ar c'hanol
89 da 127 mm
Hed-tenn pleustrek
50 m
Tizh ar boledoù (.45 ACP)
War-dro 253 m/s
Endalc'h
Karger-fiñv 7-8 kartouchenn (e .45 ACP)
Adstummoù
M1A1, M1A3, M2 hag M3
Rummad e Bro-C'hall
B
Stumm orin ar Colt M1911 (a-us) ha stumm modernizaet e 1924, an M1911A1 (dindan).
Stumm orin ar Colt M1911 (a-us) ha stumm modernizaet e 1924, an M1911A1 (dindan).

Ar Colt M1911 zo ur bistolenn damaotomatek stadunanat dezhi ur blatinenn un-ober. Awenet he deus kalz pistolennoù damaotomatek modern ha brudet-tre eo e bed an armoù-tan. Arm-dorn standart an U.S. Army eo bet e-pad 74 vloaz eus 1911 betek 1985, a-raok e vije kemeret e blas gant ar Beretta 92. Ar braz eus ar skouerennoù zo bet produet gant ar Colt's Patent Fire Arms Manufacturing Company e Hartford (Connecticut).

Deskrivadur

Ar Colt M1911 a ya en-dro dre argil berr ar c'hanol. Kambret e oa da gentañ e .45 ACP, ha gellout a rae he c'harger fiñv degemer 7 kartouchenn. Ur c'houch reoliek a zo war he c'hulasenn, hag ul loc'henn surentez a-dreñv he dornell: a-drugarez dezhañ, ar bistolenn n'hall ket tennañ ma ne vez ket tapet e dorn un den bennak.

Istor hag implij

Savet e voe an arm diwar c'houlenn soudarded stadunanat a dalas etre 1899 ha 1913 ouzh stourmerien voro, da vare ar brezel a-enep Filipinez. Re wan e oa ar c'halibr.38 implijet en armoù-dorn betek-neuze evit ehaniñ trumm un enebour o kargañ, hervez Stadunaniz. Ur gartouchenn nevez, ar.45 ACP, a voe savet neuze gant John Moses Browning, er memes koulz hag ar bistolenn, a voe choazet evel arm standart gant an US Ordnance Department d'an 29 a viz Meurzh 1911 a-raok e krogje ar produiñ d'an 28 a viz Kerzu er memes bloaz.

Implijet e veze e-pad ar Brezel-bed Kentañ gant ar Stadoù-Unanet. Etre 1911 ha dibenn ar brezel-se e voe produet ouzhpenn ur milion a skouerennoù anezhi. E 1926 e voe modernizaet hag andanvet M1911A1. Ouzhpenn 1,3 milion a skouerennoù a voe produet e-pad an Eil Brezel-bed gant Colt hag embregerezhioù all evel Remington.

Implijet eo bet e brezelioù brasañ an XXvet kantved: Brezel-bed Kentañ, Eil Brezel-bed, Brezel Korea, Brezel Aljeria, Brezel Indez-Sina, Brezel Viêt Nam hag all. Ar Beretta M9 he deus kemeret he flas evel arm-dorn standart kalz rannoù eus an US Army er bloavezhioù 1980. Kambret e oa ar Colt M1911 orin e.45 ACP, met adstummoù pe kopiennoù a gaver bremañ e .38 Super Auto, .40 S&W, 10 mm Auto ha 9 mm Parabellum, dreist-holl abaoe eo echu brevedoù an arm hervez lezenn. Implijet gant armeoù pe polisoù er bed a-bezh hiziv an deiz.

Skouerennoù kinklet

Da vare an Eil Brezel-bed e voe kinklet plakennoù-lamm kalz pistolennoù M1911 gant soudarded stadunanat dre ma oant aes da cheñch. Tri seurt plakennoù kinklet a veze gwelet e-lec'h ar re orin e koad:

  • reoù e gwer kregen;
  • reoù e olifant, keroc'h ha raloc'h;
  • reoù e polimetakrilat metil (anvet boas Plexiglas) savet a-drugarez da werennoù-dal ar c'hirri-nij. Dre ma oant treuzwelus e c'halle bezañ silet dindane skeudennoù a oa peurliesañ reoù aktourezed pe pin-ups, peotramant stag ouzh istor personel an hini a zouge anezhe (ur vedalenn, un anv, un ael pe ul loen da skouer).

Er sevenadur

Ar Colt M1911 a c'haller gwelet pe implijout e kantadoù a filmoù, stiradoù ha c'hoarioù video, abalamour d'he implij stank e brezelioù an XXvet kantved. Gwelet e vez a-dost, da skouer, etre daouarn Tom Hanks (John H. Miller) e dibenn ar film Saving Private Ryan (1998), ma klask distruj un tank alaman ganti.

Choazet eo bet evel arm ofisiel stad Utah e 2011, gant ar gouarnour Gary Herbert.

Levrlennadur

  • (en) Jean Huon, The Colt M1911.45 Automatic Pistol, Schiffer Publishing, 2019, 80 p., ISBN 978-0764358258
  • Rann an Ordrenañs, USA, Deskrivadur ar bistolenn M1911, Ar Granenn, 2022 (troidigezh levrig an arme stadunanat war an arm)
  • (en) Dick Riley, Colt M1911: War, Design, Service, and the Story of America’s Iconic Sidearm, 2026, 144 p., ISBN 979-8186909682

Daveennoù

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan

Read next

In 47 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article