Ar chalotez (Allium cepa var. aggregatum o anv skiantel) a zo plant geotennek bividik, gounezet evel plant bloaziek, eus ar c'herentiad Amaryllidaceae, genad Allium. Legumaj ha Spis (temz) int ivez.
Istor
Plant eus Azia ar C'hreiz e oa erru ar chalotez e Breizh er XVIIvet kantved. Gounezet e vezont er memes doare diwar neuze.
Gounidigezh
Gallout a ra ar chalotez bezañ hadet pe blantet.
Ar chalotez hengounel e Breizh
Gant an dorn e vez plantet ar bulb er plouz etre miz Genver ha miz Ebrel, ha tennet gant an dorn ivez etre ar 15 a viz Even hag ar 15 a viz Eost. Goude bezañ bet lakaet da sec'hañ er maezioù, e vezont dastumet gant mekanikoù, ha berniet, evit bezañ gwerzhet ar bloaz-pad.
A-drugarez d'he 30 000 ton chalotez produet bep bloaz eo Breizh produerez kentañ Europa.
Seurtadoù
- Chalotez gris (ar re saourusañ): Griselle, Grisor
- Chalotez roz: Ronde de Jersey, Pesandor, Rondeline, Conservor, Picador, Armador
- Chalotez gell: Arvro, Germor, Longor,...
Keginerezh
Debret e vez ar penn chalotez hag ar gorzenn kriz pe boazh pe goñfizet.
Un nebeud meuzioù
- Beterabez ruz dre winegrenn gant chalotez
- Steak gant chalotez
Sinema
- La Course à l'échalote, film gall bet sevenet gant Claude Zidi ha deuet er-maez e 1975.
Skeudennoù






