factograf
BR

Cesare Borgia

Cesare Borgia

Key facts

deiziad ganedigezh13 Gwengolo 1475
deiziad ar marv12 Meurzh 1507
bet war ar studi eUniversità di Pisa
michercondottiero
lec'h ganedigezhSubiaco
lec'h ar marvViana
Cesare Borgia
Cesare Borgia

"Aut Cæsar aut nihil ". Cesare Borgia

Cesare Borgia (Roma, 13 a viz Gwengolo 1475 - Viana, 12 a viz Meurzh 1507), a oa mab da Rodrigo Borgia, kardinal spagnol eus amzer an Azginivelezh a voe pab dindan an anv a Alesant VI, ha da Vannozza dei Cattanei, ur Romanez a ouenn uhel. Brudet eo evel condottiero ha dre ma oa bet awener Machiavelli pa savas e levr Il Principe.

Breur e oa da Lucrezia Borgia ha da Giovanni Borgia (pe Juan Borgia), ha da Jofre. Ur verc'h en dije bet digant he c'hoar.

Fellout a rae d'e dad ez aje Giovanni d'ober micher an armoù, hag anvet e voe kabiten an Iliz ha dug Gandia, hag e teuje Cesare da vezañ un den a Iliz. Da 17 vloaz e oa eskob Pamplona, hag arc'heskob Valencia, ha da 18 vloaz e voe anvet da gardinal.

Beaj da Vro-C'hall

Krediñ a reer e lazhas e vreur Giovanni, evit kemer e lec'h evel kabiten ha dug, dre ma tisplije dezhañ an Iliz. Kaset e voe gant ar pab da reiñ da roue Bro-C'hall, Loeiz XII, e aotre da derriñ e zimeziñ kentañ evit ma c'hallje addimeziñ gant an dugez Anna Vreizh.

Anvet e voe da zug Valentinois gant roue Bro-C'hall evel trugarekadenn, (diwar-se e tapas al lesanv il Valentino), ha roet e voe dezhañ da zimeziñ ur verc'h da Yann III Navarra, roue Navarra.

Diwezhatoc'h e voe ivez dug Romagna, ur briñselezh a aloubas gant skoazell e dad, ha da gentañ kêr Forlì, a oa renet gant Caterina Sforza en 1499. Lakaat a reas lazhañ, gant ar c'hleze, ar gordenn pe ar pistri, an darn vrasañ eus ar briñsed diwar-dro, ken na voe anvet dug Romagna en 1501.

D'an 31 a viz Kerzu 1502, e pedas un nebeud pennoù brezel da gastell Senigallia hag e lazhas anezho. Pa varvas e dad e 1503, e voe bac'het gant ar pab nevez Jul II, enebour touet d'e diegezh, ma rankas daskoriñ e gastilli. Pa voe divac'het e voe harzet gant ar Spagnoled ha kaset da roue Spagn en doa miret greunenn outañ.

Tec'hel a eure, ha klask repu e ti e vreur-kaer, Yann III Navarra, roue Navarra. Brezeliñ a reas evitañ ha lazhet e voe e seziz Viana (e Navarra) e 1507.

Torfedoù dre warizi

César Borgia
César Borgia

Kalz a dorfedoù zo bet tamallet dezhañ en e amzer, goude ma ne gred ket an holl istourien e oa kiriek d'an holl anezho.

Dre garantez ouzh e c'hoar Lucrezia eo en dije lazhet un toullad gwazed karet ganti, pe roet urzh d'o lazhañ, hag en o zouez:

  • Giovanni Sforza, a oa gwaz kentañ Lucrezia, a zeuas a-benn da dec'hout war varc'h d'ar pimperlamm rak e vuntrerien betek Pesaro, dalc'het gant e diegezh-eñ;
  • Giovanni Borgia, dug Gandia, breur Cesare ha Lucrezia, a voe skoet e gorf en Tiber, nav zaol kleze ennañ, dre ma en doa karet e c'hoar ivez a dost,
  • Pedo Calderon,ur Spagnol kambrelan ar pab, a oa kiriek ma oa dougerez Lucrezia,
  • Alfonso, dug Bersaglia, eil pried Lucrezia, dimezet da 19 vloaz, a voe lazhet bloaz goude o eured: arsailhet e voe gant tud armet ouzh e c'hortoz p'edo o tont e-maez ar Vatikan; douget e voe korf ar paotr yaouank gloazet da lojeiz ar pab, ha pa seblante gallout dont war-c'horre, e voe krouget en e wele, gant Cesare e-unan a greder.

Kontet e voe ivez en doa pe gwallet ha brazezet e c'hoar, pe brazezet anezhi hepken (hep dezhi enebiñ). Kement-se a veze lakaet ivez war-gont e vreur pe war gont o zad ar pab.

Jezuz

Kontet e vez gant lod arbennigourien war istor an arz e oa deuet da vezañ ur c'hiz gant livourien an amzer da boltrediñ ar C'hrist gant tresoù Cesare Borgia. Alese e teu ar c'hiz d'ober un den barvek anezhañ.

Levrioù

  • Óscar Villarroel González: Los Borgia. Iglesia y poder entre los siglos XV y XVI, Sílex ediciones, 2005. ISBN 84-7737-144-X.
  • Manuel Vázquez Montalbán: O César o nada. Ed. Planeta, Madrid, 2002. ISBN 84-08-02505-8. Una biografía novelada bastante extensa y prolija.
  • Ivan Cloulas: Los Borgia. Javier Vergara Editor, Buenos Aires, 1989. ISBN 950-15-0808-0. César Borgia: Fils de pape, prince et aventurier, Tallandier, Pariz, 2005. 287 p.-[8] p. de pl. ISBN 2-84734-180-3.
  • Juan Antonio Cebrián: Los Borgia, Temas de Hoy, 2006,. ISBN 84-8460-596-5.
  • Alexandre Dumas. Les Borgia. Romant. 2005 (ISBN 2-7444-0601-5)
  • Rafael Sabatini, The Life of Cesare Borgia, 1912.

Read next

In 54 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article