Joseph Frank "Buster" Keaton, ganet d'ar 4 a viz Here 1895 e Piqua (Kansas) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1966 e Los Angeles, a oa un aktour, ur fentigellour hag ur filmaozer stadunanat.
Brudet eo bet dreist-holl evel aktour e filmoù mut er bloavezhioù 1920, ma oa un aktour fent gant kammigelloù estonus. Alies e c'hoarie gant neuzioù dremm stoik, farsus-sirius hag a oa deuet da vezañ e zoare da c'hoari, hag evel-se e oa deuet al lesanv The Great Stone Face ("An Dremm Vaen Veur") dezhañ.
Ar buruteller Roger Ebert en deus bet skrivet e oa bet "birvidik ar bloavezhioù 1920 betek 1929" evit Keaton, p'en doa "labouret dibaouez" o lakaat anezhañ da dalvezout evel "an aktour-filmaozer brasañ en istor ar filmoù". E 1996, ar gelaouenn Entertainment Weekly he doa embannet e oa Keaton ar seizhvet filmaozer gwellañ: "e filmoù a zegas c'hoarzhoù drant gant e ijinadennoù korf dibar hag e implij eus an egor hag a zo nepell diouzh prederouriezh uhel.". E 1999, an American Film Institute a zeroas dezhañ an 21añ renk a-fet aktour e sinema klasel Hollywood.
Marv
ur butuner daonet e oa Buster Keaton. Diwar ur c'hrign-bev en e skevent e varvas d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1966, oadet a 70 vloaz, e Woodland Hills, Los Angeles. En desped da vezañ bet kavet dezhañ ur c'hrign-bev e miz Genver 1966, biskoazh ne voe embannet dezhañ e oa war e zalaroù. Keaton e soñje dezhañ e oa o pareañ diouzh ur gudenn vronkezfo. Kenfinet e voe en ospital e-kerzh e zevezhioù diwezhañ; Ne zeue ket a-benn da chom sioul ha bale a rae dibaouez er gambr, gant ar c'hoant da zistreiñ d'ar gêr. En un teulfilm saoz diwar e benn, e intañvez Eleanor he doa rannet da broduerien Thames Television e oa Keaton er-maez eus e wele o vale er gambr hag o c'hoari ar c'hartoù gant e gamaladed deuet da welet anezhañ an devezh a-raok mervel.
Beziet eo bet e Forest Lawn Memorial Park Cemetery en Hollywood Hills e Los Angeles..
Filmoù

