Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Breizh-Izel | |
|---|---|
| Anv(ioù) all | Goueled-Breizh, Izelvreizh, Traoñ-Breizh |
| Anv gallek | Basse Bretagne |
| Geografiezh | |
| Bro | Breizh |
| Departamant | Penn-ar-Bed, Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor, Liger-Atlantel |
| Kêrioù pennañ | Brest, An Oriant, Gwened, Kemper, Montroulez, Lannuon |
| Daveennoù lec'hiañ |
|
| Gorread | ≈14 080 km² |
| Lein uhelañ | (Roc'h Ruz) 385 m |
| Poblañs | |
| Annezidi | Breizhizelad(ez) |
| Poblañs | ? ann. (?) |
| Stankter | ? ann./km² |
| Yezhoù | Brezhoneg, galleg |
| Relijion | Katoligiezh |
| Istor | |
| Divroadeg ar Vretoned e Breizh | Eus an IIIe betek ar Vvet kantved |
| kemmañ | |
Breizh-Izel (anvet Goueled-Breizh, Izelvreizh pe Traoñ-Breizh a-wezhioù) eo an anv roet da guzh-heol Breizh, al lodenn e-lec'h ma vez komzet brezhoneg ar muiañ. Enebet e vez ouzh Breizh-Uhel.
Aroueziet eo Breizh-Izel e banniel Breizh gant ar peder bandenn wenn hag a daolenn Bro-Leon, Bro-Dreger, Bro-Gernev ha Bro-Gwened.
Anv

Kartennouriezh
En tu kleiz d'ar c'hartennoù e veze lakaet an Norzh gwechall, neuze ar Reter el laez ("uhel") hag ar Gornaoueg en traoñ ("izel").
Yezh
Ur ster yezhel a roer d'an anv alies: bez eo ar vro ma vez komzet brezhoneg, e-skoaz Breizh-Uhel, a zo ur vro e-lec'h ma vez komzet galleg pe ar gallaoueg, eur parlant a zo heñvel-tre deusoutañ. Da neuze e c'haller teurel evezh
- ne oa ket Bro-Naoned e Breizh-Uhel penn-da-benn, pa veze komzet brezhoneg e korn-bro Gwenrann gwechall.
- heñvel gant Bro-Sant-Brieg, pa vez komzet brezhoneg er c'huzh-heol anezhi, e Goueloù,
- n'emañ ket Bro-Gwened e Breizh-Izel penn-da-benn pa vez komzet galleg er sav-heol anezhi a bell zo.
Ouzhpenn-se
- ne rae Breizh-Uhel nemet kreskiñ, ha Breizh-Izel nemet koazhañ pezegwir eh ae ar gallaoueg war-raok parrez-ha-parrez.
