factograf
BR
Sign in

Benjamin Biolay

Benjamin Biolay

Key facts

deiziad ganedigezh20 Genver 1973
uhelded1,88m
micheraktour, kaner-sonaozer, aktour(ez) sinema
lec'h ganedigezhVillefranche-sur-Saône
priedChiara Mastroianni
Prizioù resevetchevalier dans l'ordre des Arts et des Lettres

Benjamin Biolay, bet ganet d'an 20 a viz Genver 1973 e Villefranche-sur-Saône (Bro-C'hall, departamant Rhône) a zo ur c'haner, ur soner, ur sonaozer hag un aktour gall.

Savet en deus Benjamin Biolay kanaouennoù evit un toullad kanerien: Henri Salvador, Juliette Gréco, Françoise Hardy, Isabelle Boulay, ha kenlabouret en deus gant Jeanne Cherhal, Keren Ann, Carla Bruni, Elodie Frégé, Vanessa Paradis, h.a. Graet en deus war-dro pladenn e c'hoar Coralie Clément. Savet en doa ivez ur strollad anvet Home, gant e wreg, an aktourez Chiara Mastroianni.

E 2010 eo bet loreet Benjamin Biolay gant ar Victoires de la Musique (albom La Superbe, daou bladenn ennan). La Superbe a oa anvet pladenn platinium, ma oa bet gwerzhet 100.000 skouerenn anezhan.

E bladennoù e-unan

2001: Rose Kennedy
2003: Négatif
2005: A l'origine
2007: Trash yéyé
2009: La Superbe
2012: Vengeance 2017: Palermo Hollywood.

Read next

In 28 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article