factograf
BR
Sign in

Ardfheis

Ardfheis pe ard fheis, hag a c'haller treiñ gant 'bodadeg uhel', eo an anv implijet gant meur a strollad politikel en Iwerzhon evit ober anv eus o bodadeg vloaziek.

Implij

E-touez ar strolladoù poolitikel hag a ra gant an anv ardfheis pe ard fheis emañ:

  • Fine Gael
  • Fianna Fáil
  • Sinn Féin
  • Irish Republican Socialist Party
  • Éirígí
  • Ar Re C'hlas
  • Republican Sinn Féin
  • Strollad Broadel
  • Strollad al Labourerien
  • Aontú
  • Connolly Youth Movement

E Republik Iwerzhon, al Labour Party, ar Strollad komunour, People Before Profit–Solidarity hag ar Sokial Demokrated na implijont ket an droienn ardfheis; en desped da-se, ar mediaioù a ra a-wechoù gant an droienn evit ober anv eus bodadegoù broadel ar strolladoù-se memestra.

Ard chomhairle

Meur a strollad politikel hag a implij an anv ard fheis a implij ivez ar ger ard chomhairle hag a dalvez 'kuzul uhel' ('poellgor seveniñ broadel'), evit ober anv eus penn ar strollad.

Read next

In 6 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article