factograf
BR

kelenner, Rouantelezh Italia

Aldo Moro

Aldo Moro

Key facts

deiziad ganedigezh23 Gwengolo 1916
deiziad ar marv9 Mae 1978
urzh relijielUrzh ar vreudeur prezegerien
micherpolitiker, diplomat, kelenner
lec'h ganedigezhMaglie
lec'h ar marvRoma

Aldo Romeo Luigi Moro, pe Aldo Moro ent berr, (23 Gwengolo 1916 – 9 Mae 1978) a oa ur politiker italian eus ar gostezenn Democrazia Cristiana (DC). Kentañ Ministr Italia e voe eus 1963 da 1968, hag adarre eus 1974 da 1976. En holl e tremenas ouzhpenn c'hwec'h vloaz er garg-se. Emglev a reas gant penn ar gomunourien, Enrico Berlinguer, hag abalamour da se e seller outañ evel unan eus tud pouezusañ ar vuhez politikel italian en XXvet kantved.

E penn ar Strollad Demokrat Kristen (Democrazia Cristiana, DC) e oa Aldo Moro hag un den barrek e oa d'ober emglevioù gant politikerien all, ken e diabarzh e gostezenn ken en diavaez. Skrapet e voe d'ar 16 a viz Meurzh 1978 gant ar Brigadennoù Ruz ha lazhet e voe goude bezañ dalc'het ganto 55 devezh.

Read next

In 81 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article