factograf
BR

Akebut

Akebut

Un akebut, un akebutenn pe un arkebuzenn a vez graet eus un arm-skoaz erruet en Europa hag en Impalaeriezh Ottoman e-kerzh ar XVvet kantved. An droadeien armet gant un akebut a oa graet arkebuzier anezho.

Ar ger "akebut" a zo deuet a-ziwar ar ger izelvroeg Haakbus ("arm kroched"). Implijet e voe an termenadur evit ober anv eus meur a arm disheñvel etre ar XVvet hag ar XVIIvet kantved, met da gentañ-holl e oa implijet gant ar ster "ur bistolenn-dorn gant un doare kroched warni, talvoudus evit stabilaat anezhi pa vez tennet". Ar "pistolennoù kroched" a oa bet en o stumm kentañ armoù difenn, kludet war mogerioù difenn Alamagn e penn kentañ ar XVvet kantved.

Pennadoù kar

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan

Read next

In 54 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article