factograf
BR
Sign in

Aberffraw

Aberffraw

Key facts

poblañs597
natur an elfennkêriadenn
broRouantelezh-Unanet

Aberffraw zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh en Enez Mon, e Kembre. Dont a ra hec'h anv eus ar stêr Ffraw.

En Aberffraw e oa lez pennañ rouaned rouantelezh Gwynedd hag ober a rae rouaned Gwynedd gant an titl priñs Aberffraw pe aotrou Aberffraw.

Er VIIvet kantved e voe savet an iliz kentañ, gouestlet da sant Beuno, met nevesoc'h eo ar savadur a weler bremañ: eus an XIIvet kantved eo al lodennoù koshañ anezhañ.

Er Mabinogi eo en Aberffraw e timezas Branwen gant Matholwch, roue Iwerzhon.

E 2011 e oa poblet ar gumuniezh gant 620 a dud, ha 409 anezho (67,5%) a oa kembraegerien.

Pennad kar

Read next

In 25 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article