factograf
BR
Sign in

AR-15

AR-15

An AR-15 zo da gentañ ur fuzuilh-arsailh kambret e 5,56 × 45 mm ijinet evit marc'had an armeoù gant an embregerezh stadunanat ArmaLite er bloavezhioù 1950, ha gwerzhet gant an embregerezh Colt adalek 1959. Awenet eo gant an AR-10 ijinet gant Eugene M. Stoner. Deuet eo hec'h anv da vezañ jenerek evit an armoù aotomatek pe damaotomatek awenet ganti.

"AR" en e anv a dalvez ArmaLite Rifle, ha n'eo ket Assault Rifle (fuzuilh-arsailh).

Istor

Savet e voe an AR-15 gant ArmaLite e kreiz ar bloavezhioù 1950 diwar an AR-10, met en ur implijout ur c'halibr skañvoc'h evit ar 7,62 × 51 mm. Dre ma oa izel an niver a werzhioù e voe gwerzhet tresoù an AR-15 d'an embregerezh Colt.

Colt a grogas da werzhañ an arm e miz Kerzu 1959 ha tamm-ha-tamm e voe dibabet gant an US Navy, an USMC, an US Air Force hag all, dindan an anvioù M16 hag M4 Carbine, hervez an adstumm. Implijet e vez c'hoazh an arm hiziv an deiz gant arme SUA, met tonket eo da vezañ erlec'hiet tamm-ha-tamm gant ar fuzuilh-arsailh M27 Infantry Automatic Rifle deveret eus HK 416 Heckler & Koch ha gant armoù hiniennel savet gant SIG Sauer en amzer-dazont.

Ur stumm sivil damaotomatek nemetken, anvet CAR-15, a voe produet gant Colt.

An difenn lakaet el live kevreadel er Stadoù-Unanet war ar fuzuilhoù-arsailh a lakaas gwerzh ar CAR-15 ha lod eus e adstummoù da vezañ diaesoc'h eno etre 1994 ha 2004, daoust ma n'en doa levezon ebet war ar fuzuilhoù dezho nebeutoc'h a berzhioù kemeret e kont en difenn.

Daveennoù

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan

Read next

In 20 languages

Text from Wikipedia, CC BY-SA 4.0 · Source article